Temoù
Kreskiñ
-
👂 🔗 neuze e vo kresk
['nœe vo kresk]
alors il y aura une augmentation
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'neus ket kresket kalz an dud e-kerzh zo graet ur bern tier nevez peogwir emañ... al labourerien-douar zo aet kuit
[nøs kə ’kreskə kɑlz ndyt kɛrz ve gwɛ bɛrn ’ntiər newe py’gy:r mɑ̃ ,laburɛrjɛn’duar zo ɛt kwit]
les gens n'ont [la population n'a] pas beaucoup augmenté et pourtant on fait de plus en plus de maisons neuves puisqu'il y a... les agriculteurs sont partis [ont disparu]
??? E-kerzh zo graet
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kresket al loened neuze
['kreskə 'lwɛ:nəd 'nœhɛ]
... augmenté les [le nombre de] bêtes alors
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan bennak ya met, fin, ne greskont ket nemeur kwa, ar bopulasion n'a ket nemeur war-grec'h
[yn bə'nɑ:g ja mɛ fin gres'kɑɲkə mœ:ʁ kwa ˌbopy'lasjɔ̃n na kə mœ:ʁ waʁ'gwex]
quelques uns oui, mais enfin, ils n'augmentent pas trop quoi, la population n'augmente pas
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en ur ober ur bloaz pe daou e evo ur bannac'h bihan ha neuze 'h ey war greskiñ kwa
[nɔ̃n o̞:ɹ blɑ pe do̞w 'he:vo bɑ̃h 'pi:ən a 'nœ:he hej waɹ'gɹeskĩ kwa]
en un an ou deux il boira un petit peu et alors ça ira en augmentant quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... derc'het da vont war-gresk ivez kwa
[’dɛɹhɛt tə vɔ̃n waɹ’gɾesk ie kwa]
... continué à augmenter [nombre d'évêques, dans le temps] quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mont a ra war greskiñ ?
[mɔ̃n ə ʁa waʁ’gʁeskĩ]
ça augmente ?
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kreskiñ a ra an dud, hag eu... me a wel se, ezhomm zo... ospitalioù Gwengamp, Lannuon d'an nebeutañ, oh, ya, ya ! oh, ya ! oh met... n'a ket mat ar jeu hañ !
[ˈgwe̞ɲõm - lɑ̃ˈnyˑõn]
la population augmente, et euh... moi je vois ça, on a besoin... des hôpitaux de Gwengamp, Lannuon au moins, oh, oui, oui ! oh, oui ! oh mais... la situation n'est pas bonne hein !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
🔗 war washaat emañ ar c'hañser
[waʁ wa'sɑ:d mɑ̃ 'hɑ̃səʁ]
il y a de plus en plus de cancer [litt. le cancer empire]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi