Temoù
An niver bras a dud
-
👂 🔗 aze oa bet tud, a-hervez, spontus
['ɑe wa be tyt 'hɛrwe 'spɔ̃ntys]
là il y a avait eu du monde à ce qu'il parait, incroyable
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a veze ur rejimant aze o vont d'ar skol
[mym viʃe re'ʒymən 'ɑe vɔ̃n tə sko:l]
nous étions nombreux à aller à l'école là
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eno e oa tud, me a lâr dit, 'ba gar Koneri, eno e oa tud o kemer an tren, euzhus
['e:no wa tyt me lɑ:ʁ dit bah gar kɔ̃'ne:ʁi 'e:no wa tyt 'komɛʁ tʁɛn 'œ:zys]
il y avait des gens là-bas, je ne te dis pas, à la gare de Koneri, là-bas il y avait des gens à prendre le train, incroyable
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 tud a oa, spontus spontus spontus
[tyd wa 'spɔ̃tys 'spɔ̃tys 'spɔ̃tys]
il y avait du monde, incroyable
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant plijadur emezon-me, betek bremañ bepred, añfin aze 'meus diskennet ur varchenn aze ur pennad zo, met añfin, marteze zo moaien da sevel div varchenn goude
[gɑ̃n pli’ʒɑ:dyʁ ’mɔ̃mɛ ’bekə ’vremɑ̃ ’bopə ɑ̃fin ’ɑhe mœz di’skɛnɛd ə ’vɑrʃən ’ɑhe ’pɛnə so mɛ ɑ̃fin ma’tehe zo ’mojən ’ze:vəl diw ’vɑʁʃən ’gu:de]
avec plaisir dis-je, jusqu'à maintenant toujours, enfin là j'ai descendu une marche depuis un moment [santé qui baisse], mais enfin, peut-être qu'on monter deux marches après
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi