Temoù
Poent eo
-
👂 🔗 met arru e oa poent achuiñ
[mɛ ɑj wa pwɛn a'ʃyĩ]
mais il était temps de finir
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo poent
[ɑj ɛ pwɛn]
il est temps
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo poent, arru eo pemp eur
[ɑj ɛ pwɛn ɑj ɛ 'pɛmbər]
il est temps il est cinq heures
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo poent da gerzhal
[ɑj ɛ pwɛn də 'gɛrzəl]
il est temps de marcher
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 poent adverenn
[pwɛn hɑ’vɛrn]
le moment [temps] du goûter
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo poent d'ober unan all neuze
[ɑj ɛ pwɛn do:r nɑl 'nœhe]
il est temps d'en refaire un autre alors
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e vez poent din ober merenn
[a 'gu:de ve pwɛn dĩ o:r mɛrn]
et après il faut que je fasse mon déjeuner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri eo poent din ober glav, kar ma ne ra ket glav ar miz-mañ...
[ɑj ɛ pwɛn dĩ 'o:bər glɑw kar ma ra kə glɑw ə 'mizmɑ̃]
il est temps pour moi qu'il pleuve car s'il ne pleut pas ce mois-ci...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oa arri poent a-walc'h dezhañ kemer e retred kwa eñ
[a wa ɑj pwɛn ə'wɑh deɑ̃ 'ko̞mɛʁ i 'ʁetʁɛd ie kwa ɛ̃]
et il était plus que temps pour lui de prendre sa retraite aussi quoi hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 poent eo dit euh...
[pwɛn ɛ dit ə]
il est temps que tu euh...
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 poent eo achuiñ
[pwɛn e a'ʃyi]
il est temps de finir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 poent bras
[pwɛn brɑ:s]
grand temps
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e vije poent bras dit da vont er-maez adarre, da reiñ boued d'ar moc'h ha... ha da gas ar saout er-maez ha da c'horo anezhe
[viʃe pwɛn bɾɑ:z did dɔ̃n me̞:z ’dɑe də ’re̞j bwed də moh a a də gɑz zɔwd me̞:z a də ’ho:ɾo nɛ:]
il était grand temps pour toi que tu sortes à nouveau, pour donner à manger aux cochons et... et pour conduire les vaches à l'extérieur et pour les traire
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo poent !
[ɑj ɛ pwɛn]
il est temps !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Arru eo poent bras.
Ayè pwèn braz.
[ajɛ pwɛn bʁaz]
Il est grand temps
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Arru eo poent da debriñ anezhi.
Ayè pwèn de dibi nè.
[ajɛ pwɛn də dibi nɛ]
Il est temps de la manger.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 arri poent eo dimp mont bepred
[ɑj pwɛn ɛ dim mɔ̃n 'bopət]
il est temps que nous allions toujours
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 red dimp mont en rout, poent eo dimp mont en rout a vez lâret ivez hañ
[ʁɛd dim mɔ̃n ʁut - pwɛn e̞ dim mɔ̃n ʁut ve 'lɑ:ʁəd ie ɑ̃]
il faut que nous nous mettions en route, il est temps de nous mettre en route que l'on dit aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 poent eo dimp mont war an hentoù, klevet 'teus ? poent eo dimp mont war an hentoù
[pwɛn e̞ dim mɔ̃n waʁ 'nĩʃo - 'klɛwɛ tøs - pwɛn e̞ dim mɔ̃n waʁ 'nĩʃo]
il est temps de nous mettre en route, tu as entendu ? il est temps de nous mettre en route
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! ken enervet e oan ! ken skuizh e oan ! oh la la ! hastañ buan mont da gerc'hat Edern, e oa poent mont da gerc'hat Edern, ha hastañ buan de... hastañ buan debriñ merenn ha hastañ buan mont war-raok, ha... hag a-raok mont da Lannuon 'ma c'hoant e vije sellet eu... eu... la lampe 'ba la salle de bain, eu... da welet petra a vije prenet, oh ! 'ma ket c'hoant da vont neblec'h ebet ganti hañ !
[o - ken eˈnɛʁvə wɑ̃n - ˈken skwiz wɑ̃n - o la la - ˈhɑstə ˈbyːən mɔ̃n də ˈgɛhəd eˈdɛʁn - wa pwe̞n mɔ̃n də ˈgɛhə eˈdɛʁn - a hazˈbyːən di - haz ˈbyːən ˈdiːbĩ ˈme̞ʁn a haz ˈbyːən mɔ̃n waˈʁo̞k - a a ʁo̞g mɔ̃n tə lɑ̃ˈnyːən - me ma hwɑ̃n ˈviʃe ˈzɛlət ə ə ... bah ... - ə də we̞l pʁa ˈviʃe ˈpʁeːnət - o - ma kə hwɑ̃n də vɔ̃n ˈble̞h eˌbe ˈgɑ̃nti ɑ̃]
oh ! j'étais tellement énervée ! j'étais tellement fatiguée ! oh là là ! se dépêcher d'aller chercher Edern, il était temps d'aller chercher Edern, et se dépêcher de déj... se dépêcher de prendre le déjeuner et se dépêcher de partir, et... et avant d'aller à Lannuon je voulais qu'on regarde euh... la lampe dans la salle de bain, euh... pour voir ce qu'on allait acheter, oh ! je n'avais envie d'aller nulle part avec elle hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi