Temoù
Lec'hioù ar c'hizhier
-
👂 🔗 ar c'hazh ne oa ket deus ar gêr, ne oa ket deus du-mañ met deus... deus pelloc'h un tamm
[a hɑ:z wa kə dəz ge̞:ɹ wa kə dəs 'tymɑ̃ mɛ dəs dəs 'pɛlɔh tɑ̃m]
le chat n'était pas de la maison, il n'était pas de chez moi mais de... d'un peu plus loin
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « baradoz ar c'hazh » a vije lâret, gwechall ar c'hazh... evel an devezh herie aze, ma vije bet ur bannac'h bihan avel, hennezh eu... ma 'neus un tamm plas aze 'ba lec'h 'h arri an heol, 'h ey aze, an avel n'arrio ket lec'h e vo hennezh, hag e vo 'ba an heol kwa
[ba'ɹɑ:dos hɑ:z viʒe lɑ:t gwe'ʒɑl hɑ:s wɛl 'dewəs 'hɛje 'ɑ:he ma viʒe bet bɑ̃h 'pi:ən 'ɑwəl hẽ̞:z ə ma nøs tɑ̃m plɑs 'ɑ:he ba le̞h hɑj 'nɛwɔl hɛj 'ɑ:he 'nɑwəl na'jo kə le̞h vo hẽ̞:s a vo bah 'nɛwɔl kwa]
« le paradis du chat » qu'on disait, autrefois le chat... comme la journée d'aujourd'hui là, s'il y avait eu un peu de vent, celui-là euh... s'il a un peu de place là où arrive le soleil, il ira là, le vent n'arrivera pas là où sera celui-là, et il sera au soleil quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e oa tammoù lojennoù ha traoù, tammoù lojoù a vije laket eu... penaos e lârfen-me, evel... ne oa ket grignol ebet met eu... e vije tammoù traoù hag a vije graet evit lakat al lann da se... gwechall e vije graet tan gant lann hag aze 'ba... 'ba... dindan an doenn e vijent klenket, hag aze e vije bet graet un doenn gant eu... gant foueskennoù balan ha traoù kwa, hag aze a-wechoù e vije laket tammoù plouz ha traoù all, hag aze pa 'h arrie an heol warne, aze e vije « plas ar c'hazh »
[gwe’ʒɑl wa ’tɑ̃mo lo’ʒeno a tɾɛw ’tɑ̃mo ’lo:ʒo viʒe ’lɑkəd ə pə’nɔ̃:z ’lɑɹfɛn me wɛl wa kə ’gɾiɲəl bed mɛd ə viʒe ’tɑ̃mo tɾɛw a viʒe gwɛt wid ’lɑkə lɑ̃n də ze gwe’ʒɑl viʒe gwɛt tɑ̃:n gɑ̃n lɑ̃n ag ’ɑ:he bah bah di’nɑ̃:n ’do:ən viʒɛɲ ’klɛŋkət ag ’ɑ:he viʒe be gwɛ ’ndo:ən gɑ̃n ə gɑ̃n vwɛs’keno ’bɛ:lən a tɾɛw kwa ag ’ɑ:he ’we:ʒo viʒe ’lɑkə ’tɑ̃mo plu:z a tɾɛw al ag ’ɑ:he pe ’hɑje ’nɛwɔl waɹnɛ ’ɑ:he viʒe plas’hɑ:s kwa]
autrefois il y avait de petites cabanes et tout, de petites cabanes où on mettait euh... comment dirais-je, comme... il n'y avait pas de grenier mais euh... il y avait de petites choses qu'on faisait pour mettre l'ajonv à sé... autrefois on faisait le feu avec de l'ajonc et là dans... dans... sous le toit on les rangeait, et là on faisait un toit avec euh... avec des gerbes de genêts et tout quoi, et là parfois on mettait de la paille et d'autres choses, et là quand le soleil donnait sur eux, là c'était « la place du chat »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi