Temoù
Rigenniñ
-
👂 🔗 'neuint rigennet anezhañ deus an noz hag eu... met den ebet, den ebet a oa da bresañ anezhañ, a-benn an deiz war-lerc'h e oa lâret glav da dont, ha graet 'na
[nœɲ ɹi'ɟenəd neɑ̃ dəz nɔ̃:s ag ə mɛ den'bet den'bed wa də 'bɾɛsɑ̃ neɑ̃ bɛn de waɹ'lɛɹh wa lɑ:d glɑw dɔ̃n a gwɛd na]
il l'avait mis en ligne [foin] le soir et euh... mais personne, il n'y avait personne pour le presser, pour le lendemain il était dit qu'il pleuvrait, et il avait fait
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 rigenniñ anezhañ prest kwa
[ɹi'ɟenĩ neɑ̃ pɹɛst kwa]
le mettre en ligne prêt quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir Teo Pêr a oa bet du-mañ ivez, o klozañ ur parkad foenn, gant... gant e vinvioù ivez, ha... peogwir e oa bet o kerc'hat ul leue bihan du-mañ, hag e lâre d'hom zad evel-se « aze 'teus ur parkad foenn da glozañ » « ah ya ! » « ha bremañ-souden e arriin neuze, eme Teo, da glozañ anezhañ dit », daou devezh-arat a foenn, hag eu... c'hoazh
[... - ˈkloˑzə ˌpɑꝛkə ˈfwɛn - ... i vinˈwiˑo ... - ... - ... - ... - ...]
puisque Théo Pierre était venu chez moi aussi, ranger un champ de foin, avec... avec ses outils aussi, et... parce qu'il était venu chercher un petit veau chez moi, et il disait à notre père comme ça « là tu as un champ de foin à ranger » « ah oui ! » « et tout à l'heure j'arriverai alors, dit Théo, pour te le ranger », un hectare de foin, et euh... davantage
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eu... ma zad a lâre dezhañ « daon ! lak da vekanik 'ta war an tu-kontrefed » « ah, 'meus ket bet laket anezhañ gwech ebet, eme Teo, da glozañ war an tu kontrefed, evel zo din d'ober, Aogust, ac'hanta ! emezañ, paotr, emezañ, 'teus ket lâret (un aktif ?) all din ac'hanta ! klozañ a ran ar foenn welloc'h », hag eñ zo né en 47, gwelet a rez, « bemdez e vez an nen o teskiñ, eme Teo »
[... - ... - ... - ... - ... - ˌtøs kə ˈlɑˑɣəd ˌnɑktif ˈɑl ˌdĩ ˈhɑ̃nta - ... - ...]
et euh... mon père lui disait « dame ! met ta machine à l'envers » « ah, je ne l'ai jamais mise, dit Théo, à ranger à l'envers, comme il faut que je fasse, Auguste, eh bien ! dit-il, mon gars, dit-il, eh bien tu ne m'as pas dit une autre (bêtise ?) ! je range mieux le foin », et lui est né en 47, tu vois, « on apprend tous les jours, dit Théo »
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi