Temoù
An diaezamantoù
-
🔗 ur baner goad dit aze war da vrec'h oc'h hadañ engrais
[’bɑ̃:nər gwɑt dit ’ɑhe war də vreh ’hɑ:dɑ̃ ɑ̃’grɛ]
un panier en bois là avec toi au bras en train de semer l'engrais [herbicide]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meump bet hadet ar sort-se war ar foenn aze
[me møm pe 'hɑ:də 'sɔrse war vwɛn 'ɑhe]
nous en avons semé du comme ça sur le foin là [herbicide]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha peogwir amañ e veze graet tout, tretañ, louzaouiñ patatez ha traoù
[a py: 'ɑ̃mɑ̃ 'viʒe gɛt tut 'trɛtɑ̃ lu'zui pa'tɑ:s a trɛw]
et puisque ici on faisait tout, traiter, traiter les patates et les choses
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha louzaouiñ ed a veze d'ober ivez
[a lu'zui e:d viʒe do:r 'ijə]
et il fallait aussi traiter le blé
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar eñ a louzaoue an traoù pa oa yaouank
[kar ẽ̞: lu'zuɛ tɾɛw pə wa 'jɔwɑ̃ŋk]
car il traitait les choses [les cultures] quand il était jeune
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 louzaouiñ an ed hag an traoù, ha louzaouiñ patatez
[lu'zuĩ ne:t a tɾɛw a lu'zuĩ pa'tɑtəs]
traiter le blé et tout, et traiter les patates
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket bet Herve o tretañ anezhe
[nɛ kə be 'hɛrve 'tretɑ̃ nɛ:]
Hervé n'est pas venu les traiter [patates]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan o labourat war ar menaj ne veze ket louzaouet an douar
[pə wɑ̃n la'bu:rə war 'menaʃ viʒe kə 'lu:zə 'duar]
quand je travaillais à la ferme, la terre n'était pas désherbée
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma piket ar saladen bepred dec'h... ha 'ma laket louzoù dezhe evit ampich ar melc'hwed da debriñ anezhe ivez, ma 'mije ket graet 'mije bet mann bet herie beure, tapet pezhioù melc'hwed ruz aze, ne oa ket ken gwechall, int addeut bremañ ivez
[me ma ’picə za’lɑ:n bopə deh a ma ’lɑkə ’lu:zo dɛ: wid ’hɑ̃mpiʃ ’mɛlwəd ’di:bĩ nɛ: ije ma miʒe kə gwɛt miʒe be ’hi:ni be ’hɛje ’bœ:re ’tɑpə ’pe:ʒo ’mɛlwəd ry: ’ɑe wa kə ken gwe’ʒɑl hiɲ ’had:œt ’bomɑ̃ ije]
j'avais piqué les salades toujours hier... et j'avais un traitement pour empêcher les limaces de les manger aussi, si je n'avais pas fait je n'en aurais eu aucune ce matin, attrapé de grosses limaces rouges là, il n'y en avait plus autrefois, elles sont revenues maintenant aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hennezh, pa ra glav re, ne chom ket, eñ ne bega ket, eñ diouzhtu evel e vez graet ur pilad glav e vez d'ober adkomañs
[mɛ hẽ̞:s pe rɑ glɑw re ʃɔm kət hẽ̞: 'be:gɑ kət hẽ̞: dy'sty wɛl ve gwɛt 'pi:lə glɑw ve do:r at'komɑ̃s]
mais celui-là, quand il pleut trop, il ne reste pas, il ne colle pas, lui dès qu'il y a une grosse averse, il faut recommencer [bouillie bordelaise]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha bremañ, kaer 'deus tretañ, gwelet a rez, goude ma soñj ganit int seilhet-tout, ma adfiñvez anezhañ goude kuit da dreiñ anezhañ, bepred e tiwano, bepred e tiwano al louzoù
[a 'bomɑ̃ kɛ:ɹ døs 'tɾɛtɑ̃ gwɛ:l ə ɹɛs 'gu:de ʒɔ̃:ʒ gɑ̃nit hɛɲ 'zɛʎɛt tut ma had'vĩwɛz neɑ̃ 'gu:de kwid də dɾɛĩ neɑ̃ 'bopə di'wɑ̃:no 'bopəd di'wɑ̃:no 'lu:zu]
et maintenant, ils ont beau traiter, tu vois, bien que tu penses qu'elles sont toutes éliminées, si tu le remue pour ne pas le tourner [terre], elles germeront quand même, les mauvaises herbes germeront quand même
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha neuze bemdez emaint o tremen dre aze gant eu... pejoù tonnelloù aze eu... 2. oh, ma doue ya ! 1. o tretiñ 1. ivez ya, ya ! 2. hein ?! o tretiñ hag o adtretiñ, pet gwech e vez treted un tamm ed a-benn e vez dornet ? 2. tret... tretamanchoù a vez graet 'vat !
1. [a ˌnœˌe - ˈbo̞mde maɲ ˈtɣemɛn dɣe ˈɑhe gɑ̃n ə - ˌpeˑʒo tɔ̃ˈnelo ˌɑhe ə] 2. [ o ma ˈduˑe ja] 1. [ˈtɣɛtĩ] 2. [ˌiˑe ja - ja] 1. [hɛ̃ - ˈtɣɛtĩ a hatˈtɣɛtĩ - ˈpet kweʒ ve ˈtɣɛtəd ə ˌtɑ̃m ˈeːd ˌbe̞n ve ˈdɔꝛnət] 2. [tɣɛt tɣɛtaˈmɛ̃jʃo ve ˌge̞t ha]
1. et alors tous les jours ils passent par là avec euh... de grosses citernes là euh... 2. oh, mon dieu oui ! 1. pour traiter 1. aussi oui, oui ! 2. hein ?! pour traiter et traiter de nouveau, combien de fois on traite un peu de blé avant de le battre ? 2. on en fait des trait.. des traitements !
Gant :
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.Dastumer : Tangi