Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
degas en-dro
retourner
-
👂 🔗 Sklisenn, ar machin hir aze. Ha e vije boutet dindan, ha honnezh a vije degaset en-dro neuze goude neuze, abalamour dezhi da boazhat e-barzh an tu all.
Skliñsenn, machin hir ahé. A vijé boutet dinan, a hoñ vijé dièse ’ndro neuhé goudé neuhé, bañw tèi de boahat bah ’n tu all.
La spatule, le machin long là. Et on la mettait dessous, et on la retournait [la crêpe], pour qu'elle cuise de l'autre côté.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 degas anezhañ en-dro
[djɛs 'neã ndro]
retourner [le vêtement]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma donton a oa degaset e gartenn dezhañ en-dro, hag e oa laket un tampon ruz warnañ
[mə 'dɔ̃ntɔ̃n wa 'djɛsəd i 'gɑɾtən de:ɑ̃ ndɾo: a wa 'lɑkə 'ntɑ̃mpɔ̃n ɹy: waɹnɑ̃]
la carte de mon oncle lui était revenue, et on avait mis un tampon rouge dessus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
fonctionner (faire –)
-
👂 🔗 ur moteur elektrik da degas ar c'houfr en-dro
[’motəɾ elɛk’tɾik də dɛz ə huv dɾo]
un moteur électrique pour faire fonctionner le coffre
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen ar reoù all aze, ur c'houlz hag e vije degaset en-dro gant an dorn ivez
[’kiʃən ɹew al ’ɑ:he huls a viʒe ’djɛsə ndɾo gɑ̃n dɔɹn ie]
alors que les autres là, à une époque il fonctionnait à la main aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi