Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

retourner

treiñ

  • 👂 🔗 1. Ha neuze 'h aen da labourat an douar ha neuze... 2. Un tamm a bep sort. 1. Un tamm a bep sort ya. Treiñ an douar ha neuze... Kas heu... Pe charañ beterabez pa vije tennet beterabez, ha neuze charañ plouz ha charañ foenn ha charañ...

    1. A neuzé ’h èn de labour(e) ’n douar a neuzé... 2. Tamm bop sort. 1. Tamm bop sord ya. Trèi ’n douar a neuhé... Kas eu... Pé charan bétrabes pé vijé tènne betrabes, a neuhé charan plous a charan voènn a charañ...

    1. Alors j'allais travailler la terre... 2. Un peu de tout. 1. Un peu de tout, oui. Retourner la terre et... Envoyer... Ou charroyer les betteraves quand on les tirait, et charroyer la paille et le foin et...

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

retorn

  • 👂 🔗 Ha feiz, neuze Maman, pa oamp retornet d'ar skol, a oa aet da welet la directrice, ha neuze 'na goulennet hag-eñ e oa moaien, a-benn neuze 'ma graet, quoi ? pemzektez skol, hag-eñ e oa moaien da lakat ac'hanon e-barzh ar c'hlas certificat neuze.

    A fé, neuhé Maman, pé oam rétornet te skol, oa èt te wélet la directrice, a neuhe na goulet ag-eñ oa mwoien, bènn neuhé ma gwèt, quoi ? Pèmzékté skol, ag-eñ oa mwoien de laked añoñ bah hlas certificat neuhé.

    Et alors, Maman, quand nous sommes retournées à l'école, était allée voir la directrice, et lui avait demandé s'il était possible – pour alors j'avais fait quoi ? Quinze jours d'école – s'il était possible de me mettre dans la classe de certificat.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Goude e oan retornet da lavaret dezhi 'ma c'hoant da vont da... da... da labourat e-barzh ar Gouent en-dro d'ar reoù glañv.

    Goudé oan rétornet (te) lât tèi ma hoan te von te... de... de labouret bah Gouen dro de réw glañ.

    Ensuite, j'étais retournée lui dire que je voulais aller travailler au Bon-Sauveur, m'occuper des malades.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

degas en-dro

  • 👂 🔗 Sklisenn, ar machin hir aze. Ha e vije boutet dindan, ha honnezh a vije degaset en-dro neuze goude neuze, abalamour dezhi da boazhat e-barzh an tu all.

    Skliñsenn, machin hir ahé. A vijé boutet dinan, a hoñ vijé dièse ’ndro neuhé goudé neuhé, bañw tèi de boahat bah ’n tu all.

    La spatule, le machin long là. Et on la mettait dessous, et on la retournait [la crêpe], pour qu'elle cuise de l'autre côté.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 degas anezhañ en-dro

    [djɛs 'neã ndro]

    retourner [le vêtement]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ma donton a oa degaset e gartenn dezhañ en-dro, hag e oa laket un tampon ruz warnañ

    [mə 'dɔ̃ntɔ̃n wa 'djɛsəd i 'gɑɾtən de:ɑ̃ ndɾo: a wa 'lɑkə 'ntɑ̃mpɔ̃n ɹy: waɹnɑ̃]

    la carte de mon oncle lui était revenue, et on avait mis un tampon rouge dessus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

advont

  • 🔗 n'on ket o advont

    [nɔ̃ kə 'hɑtfɔ̃n]

    je ne vais pas retourner

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'on ket adaet da farmasi

    [nɔ̃ kə 'hɑdɛt tə farma'si]

    je ne suis pas retournée à la pharmacie

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e oan adaet

    [wɑ̃n 'hɑdɛt]

    ... j'étais allée de nouveau, retournée

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-benn ur c'hardeur goude oan adaet da welet

    [bɛn ’hardər ’gu:de wɑ̃ 'hadɛd də ’wɛ:lət]

    un quart d'heure plus tard j'étais repartie pour voir

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 admont

    ['hadmõn]

    retourner, aller de nouveau

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 admont

    ['hadmõn]

    aller de nouveau

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag e vo ret din admont da... e vez ret din mont da beurdebriñ ma merenn kwa boñ, pe ma adverenn, ar sort a veze

    [a vo rɛt tĩ 'hadmɔ̃n tə ve rɛt tĩ mɔ̃n tə bɛr'di:bi mə mɛrn kwa bɔ̃ pe mə ha'vɛrn sɔrd viʒe]

    et il faudra que j'aille de nouveau... il faut que j'aille finir de manger mon déjeuner quoi bon, ou mon goûter, ce qu'il y avait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ma 'nijent c'hoant da advont adarre e vije ret dezhe adpaeañ quoi. Ne vijent ket laosket warnañ e-pad goude merenn. Nann. Aze e vije ret dezhe adpaeañ.

    [ma niʒɛŋ ’hwãn tə ’hadvõn ’aːe viʒe ’ʁet te̞ˑ hat’pe̞ːã kwa – vi’ʒɛŋ kə ’lɔskə waʁnã pad ˌguˑde’mɛʁn – nãn – ’ahe viʒe ’ʁet te̞ˑ hat’pe̞ːã]

    S'ils voulaient refaire un tour, ils devaient repayer. On ne les y laissait pas [sur le manège] pendant tout l'après-midi. Non. Ils devaient repayer.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

mont en-dro

  • 👂 🔗 'h an... 'h an en-dro gantañ, marteze ne c'hwezhfont ket marteze, met geo, c'hwezhet int sell

    [hɑ̃ hɑ̃ ndro gɑ̃tɑ̃ mɛ'tehe 'hwefɔ̃ɲ cət mɛ'tehe mɛ gɛw 'hweɛd iɲ sɛl]

    je vais... je retourne avec, peut-être qu'ils ne gonfleront pas peut-être, mais si, ils sont gonflés regarde [gâteaux]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'neus kavet mann ebet, emañ o vont en-dro

    [nøs kɑ:d mɑ̃n bet mɑ̃ vɔ̃n dro]

    il n'a rien trouvé, il retourne [chez lui]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet on en-dro

    [ɛd ɔ̃n 'ndro:]

    je suis revenu

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

arriout war e giz

  • 👂 🔗 ha pa oa arri war e giz du-hont

    [a pə wa ɑj waʁ i giz 'dy:ən]

    et quand il était retourné là-bas

    Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.

    Dastumer : Tangi

dizreiñ

  • 🔗 ordin o treiñ hag o dizreiñ

    [ɔʁ’din ’tʁe̞j̃ a ’dizʁe̞j̃]

    tout le temps en train de se tourner et de se retourner [n'arrivant pas à dormir]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi