Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
rostañ
Stummioù :
cramer
-
👂 🔗 Met e-barzh ar c'hreiz ne vije ket laket re, nann kar neuze e vije re... 'h arrie re a nerzh e-barzh ar c'hreiz ar billig, ha e oant kat da rostañ e-barzh ar c'hreiz quoi.
Mè bah hrèis vijé ke lake ré, nann ka neuhé vijé ré... ’h aié ré nèrz bah hreiz billik, a oant kat te rostañ bah hreiz quoi.
Mais il ne fallait pas en mettre trop [du bois] au milieu, non car alors il y avait trop de chaleur au milieu de la galetière, et elles risquaient [les crêpes] de cramer au milieu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrie un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.
Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.
Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
rôtir
-
👂 🔗 ha gwezhall e veze lazhet ar porc'hell, ne oa ket gaz da... da rostañ anezhe, ne oa ket gaz, e veze ret skaotiñ dour, skaotiñ, tommañ, skaotiñ dour ma... ma... ma... 'ba ur gokotenn vras
[a gwe'ʒɑl viʃe 'lɑhə 'pɔrhəl ə wa kə gɑ:z də də 'ɾɔstə nɛ: wa kə gɑ:z viʃe rɛt 'skotĩ du:r 'skotĩ 'tomɑ̃ 'skotĩ du:r ma ma ma ba ko'kotən vɾɑ:z]
et autrefois on tuait le cochon euh... il n'y avait pas de gaz pour... pour les rôtir, il n'y avait pas de gaz, il fallait bouillir de l'eau, bouillir, chauffer, bouillir de l'eau afin de... afin de... afin de... dans la grande cocotte
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi