Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
sikour
Gwelet an tem En em sikour
Stummioù :
aider
-
👂 🔗 Te 'tije tud da sikour ac'hanout.
Té tijé tut de jikour hañout.
Toi, il y avait du monde qui t'aidait.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Me 'ma ket tud da sikour ac'hanon. 2. Ah daon nann.
1. Mé ma ke tut de jikour añoñ. 2. A dañwn nann.
1. Moi je n'avais personne pour m'aider. 2. Ah diable non.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo pa vije un annoar bennaket da deskiñ, neuze e sikoure ac'hanon.
Gè, pé vijé ’n annwar bénnaket de diski, neuhé jikouré añoñ.
Si, quand il y avait une ou deux génisses à dresser, alors il m'aidait.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude neuze e oa X deus ar bourk a-hont, ha a deue da sikour ober ivez, zo bet o sikour ac'hanon da c'horo ivez.
A goudé neuhé oa X deuz bourk awon, a dé de jikour or ie, zo béd chikour añw de horo ie.
Et ensuite il y avait X du bourg là-bas, qui venait aider, qui venait m'aider à traire aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ya ya, X eo an hini a deue da sikour ac'hanon da c'horo bemdez.
[ja ja X hɛ n 'ni 'de də 'ʒikuʁ 'ãw də 'hoːʁo 'bãwde]
Oui, c'est X qui venait tous les jours m'aider à traire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 N'eo ket a-walc'h din, emezañ, met bez' zo bugel da vezañ, emezañ, eo ret din sikour anezhi bremañ.
N’è ked wah tin, méañ, mèt... bé zo bugel de véañ, méañ, ’h è rét tin jikour nèi brœmañ.
C'est pas le tout, dit-il, mais il y a un enfant à venir, il faut que je l'aide maintenant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.
Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.
Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze da sikour goro, ha da c'horo, pa ne vijent ket libr-i d'ober, me a rae quoi.
A neuhé de jikour goro, a de horo, pé vijént ke lib i d’or, mé rê quoi.
Et alors d'aider à traire. Quand ils n'étaient pas libres pour traire, c'est moi qui le faisait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Evel-se se a sikour anezhañ un tamm bihan. (T. : Se a sikour anezhañ.)
[vəˈsɛː ze ˈʒitʲuʁ neː tɑ̃m ˈbiən]
Comme ça ça l'aide un peu.
[d’avoir sa grand-mère à ses côtés]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 da sikour anezhi
[də ˈʒitʲuʁ nɛj]
à l'aider [elle]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
aide
-
👂 🔗 Ha peogwir, ma 'nez ezhomm an nen sikour, fidedoulle, zo ur sonetenn ha n'eus ket nemet son anezhi, ha diouzhtu 'h arrio unan bennak.
A pegur, ma né émm ’n nén jikour, fidedoullé, zo e zonêtenn, a n’eus ke mè zon nèi, a dustu ’h aio un bénnak.
Et parce que... Si on a besoin d'aide, il y a une sonnette, et il suffit de sonner, et quelqu'un arrivera immédiatement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal