Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
stal
Stummioù :
affaires
-
👂 🔗 Ha tout an traoù a oa renket boutañ anezhe er-maez, tout ar c'hirri ha tout an traoù, machin, an alar, tout ar stal, tout an ostilhoù da labourat gante, a oa renket lakat anezhe er-maez. Ah ya, ne oa ket a voaien da leskel anezhe aze sell.
A tou ’n trèw oa rènket boutañ nè mês, toud hirri a tou ’n trèw, machin, ’n aller, toud stal, tou ’n ostilho de labouret gantè, oa rènket lake nè mês. A ya, oa ke vwoien lêskel nè ahé sèll.
Et il avait fallu tout pousser dehors, toutes les charrettes et toutes les choses, la charrue, toutes les affaires, tous les outils de travail, il avait fallu les mettre dehors. Ah oui, on ne pouvait pas les laisser là, tiens.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 dastum o stal
['dɑstym o stɑ:l]
ramasser leurs affaires
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
bazar
-
👂 🔗 ar flistrerig-dour ha neuze ar born-buzhug ha tout ar stal-se
[flis'te:rig 'du:r a 'nœhe bɔrn'by:zyg a tut stɑ:l ze]
la bergeronnette et alors le rouge-gorge et tout le bazar
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 petra eo ar stal-se ?
[prɑ e 'stɑ:lze]
qu'est-ce que ce bordel ? [caisses en désordre]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 sinañ tout ar stal-se
['zi:nɑ̃ tut stɑ:l ze]
signer tout ce bazar-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Me ne gomprenan ket mann ebet gant tout stal-se !
[me gɔ̃pʁeˈnɑ̃ kə mɑ̃n bet gɑ̃n tut stɑːl ze]
Je ne comprends rien à tout ce bazar !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
boutique
-
👂 🔗 me zo mestr war ar stal amañ
[me zo me̞st war stɑ:l 'ɑ̃mɑ̃]
je suis le maître de la boutique ici [camp de l'armée]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ni a vije arri-mat gante met eu... digourdioc'h e oant evit genaoueien all eu... a esaee... a esaee dont a-benn deus tout an dud hag a-benn ar fin fidedoue e vije riñset tout o stal dezhe kwa
[a nim viʃe ɑj mɑ:d gɑ̃tɛ mɛd ə diguʁ’di:ɔh wɑ̃ɲ wid geno̞’wɛjən al ə hɛ’sɛ:ɛ hɛ’sɛ:ɛ dɔ̃n bɛn dəs tun dyt a bɛn’fi:n fidə’du:e viʃe ’ʁĩsət tud o stɑ:l dɛ: kwa]
et nous nous étions bien vus par ceux-là mais euh... ils étaient plus dégourdis que d'autres idiots là euh... qui essayaient... essayaient d'avoir le dessus sur tout le monde et finalement bon sang ils perdaient tout [pieds noirs qui payaient l'impôt aux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... chom du-hont da dirijañ ar stal kwa hein un tamm, ha ma karjen eu... karjen e vijen chomet du-hont
[ʃo̞m 'dy:ɔ̃n də di'ʁi:ʒɑ̃ stɑ:l kwa ɛ̃ ntɑ̃m a ma 'kɑʁʃɛn ə 'kɑʁʃɛn viʒɛn be 'ʃo̞məd 'dy:ɔ̃n]
... rester là-bas pour diriger la boutique quoi [administration coloniale en Algérie] quoi hein un peu, et si j'avais voulu euh... voulu, je serais resté là-bas
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e vez o labourat 'ba he stal
[ve la'bu:ʁəd bah i stɑ:l]
elle travaille dans sa boutique
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
exploitation
-
👂 🔗 an hini a vez e penn ur stal 'neus ezhomm da...
[n:i ve bah pɛn ə stɑ:l nœz e:m də]
celui qui est à la tête d'une exploitation [agricole] a besoin de...
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
trucs
-
🔗 a-benn neuze e vez lipet tout ar stal dit
[bɛn 'nœhe ve 'li:pət tud ə stɑ:l dit]
pour alors, il a mangé toute ta boutique [le chat a mangé tout sur la table]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra ar c'hurun eo ar stal-se ?
[prɑ 'hy:ryn ɛ stɑl ze]
qu'est-ce que c'est que ces trucs [rations de cyclistes au bord de la route] ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ez ket da deregliñ he stal
[nɛs kə də de'ʁɛ:glĩ i stɑ:l]
ne vas pas lui dérégler son truc [radiateur]
Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
micmac
-
🔗 n'onn ket penaos e skrivez da stal
[nɔ̃ kə pə'nɔ̃ 'skrwĩ:vɛs tə stɑ:l]
je ne sais pas comment tu écris ton charabia
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar stal-se
[ə 'stɑlze]
ce micmac, ce casse-tête, ce chantier [papiers administratifs]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gant tout ar stal-se
[gãn tud ə stal ze]
avec toute cette boutique-là [avec tout ce cirque]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru 'meus bec'h gant tout ar stal-se
[ɑj møz beh gɑ̃n tud ə stɑ:l ze]
j'ai des tracas [soucis, problèmes] avec tout ce cirque-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 penaos 'h on o vont da glenkañ ma stal ?
[pə'nɔ̃:s hɔ̃ vɔ̃n də 'glɛŋkɑ̃ mə stɑ:l]
comment je vais ramasser mon cirque [poules] ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 stal krampouezh
[stɑ:l 'krɑ̃mpus]
la corvée de crêpes [c'est du train]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
fatras
-
👂 🔗 n'onn ket deus pelec'h eo tout ar stal-se
[nɔ̃ kə dəs ple̞h ɛ tut stɑ:l ze 'ɑ̃mɑ̃]
je ne sais pas d'où vient tout ce fatras [vieilles pièces]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
tintouin
-
🔗 ar jañdarmeri ha tout ar stal
[ˌʒɑ̃dar'me:ri a tut stɑ:l]
la gendarmerie et tout le tintouin
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evit ar maiz, an ed, ha tout ar stal
[wid mɑ’is ne:t a tut stɑ:l]
pour le maïs, le blé et tout le tintouin
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Emab ha Vershuen ha tout ar stal aze
[e'mɑb a vɛrʃyɛn a tut 'stɑ:l ahe]
Aimable et Verchuren et tout le tintouin là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha bremañ eo arru an internet ha tout ar stal
[a 'bomɑ̃ ɛ ɑj nɛ̃'tɛrnɛt a tut stɑ:l]
et maintenant est arrivé l'internet et tout le bordel
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma gwelet ar rezistañs ha gwelet tout ar stal
[ma gwɛl ə rezi'stɑ̃:s a gwɛl tut stɑl]
j'avais vu la résistance et tout le tintouin
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha tout ar stal-se
[a tut stɑl ze]
et tout le bordel [toutes les autres maladies]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze prenet ur c'hochon hag e veze devet ha tout ar stal
[viʒe 'pre:nə 'hoʃɔ̃n a viʒe 'dɛwət ɑ tut stɑ:l]
on achetait un cochon et on le grillait et tout le bazar
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi