Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

hom-daou

Stummioù :

nous deux

  • 👂 🔗 (R. : Sell, debret 'meump an hanter.) Etrezomp hom-daou, se a ra mann ebet. Barrek e oamp warnañ.

    (…) Tréom om-dow, zé ra mann bet. Barrek oam warnañ.

    (R. : Regarde, on en a mangé la moitié.) À nous deux, c'est pas grave. On aurait pu tout manger.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Marteze 'mijemp bet un tamm a boan gof memestra, ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou. Ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou, marteze 'mijemp bet un tamm bihan a boan gof.

    Matéé mijèm bét tamm boan gof mostra, ma mijèm bé débet heñs tréom om-dow. Ma mijèm bet tébet heñs tréom om-dow, matéé mijèm bét tamm bian boan gof.

    Nous aurions peut-être eu un peu mal au ventre quand même, si nous l'avions mangé entièrement à nous deux. Si nous l'avions mangé entièrement à nous deux, nous aurions peut-être eu un petit peu mal au ventre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal