Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

nous deux

hom-daou

  • 👂 🔗 (R. : Sell, debret 'meump an hanter.) Etrezomp hom-daou, se a ra mann ebet. Barrek e oamp warnañ.

    (…) Tréom om-dow, zé ra mann bet. Barrek oam warnañ.

    (R. : Regarde, on en a mangé la moitié.) À nous deux, c'est pas grave. On aurait pu tout manger.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Marteze 'mijemp bet un tamm a boan gof memestra, ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou. Ma 'mijemp bet debret hennezh etrezomp hom-daou, marteze 'mijemp bet un tamm bihan a boan gof.

    Matéé mijèm bét tamm boan gof mostra, ma mijèm bé débet heñs tréom om-dow. Ma mijèm bet tébet heñs tréom om-dow, matéé mijèm bét tamm bian boan gof.

    Nous aurions peut-être eu un peu mal au ventre quand même, si nous l'avions mangé entièrement à nous deux. Si nous l'avions mangé entièrement à nous deux, nous aurions peut-être eu un petit peu mal au ventre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

hom-div

  • 👂 🔗 Ha e vijemp hom-div oc'h ober. Div eur 'mijemp ezhomm da c'horo hañ. Hom saout.

    A vijèm om-diw 'h or. Diw eur mijèm émm de horo añ. Om zowt.

    Et nous étions toutes les deux à le faire. Il nous fallait deux heures pour traire. Nos vaches.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 X zo bet alies o c'horo ganimp, e-barzh e bark bihan, sell, pa vijemp hom-div o c'horo gant an dorn, sell paour-kaezh bihan, e-pad div eur e vije... Petra 'mijemp graet diontañ, ne oamp ket kat d'ober a-hend-all hañ.

    X zo béd alies horo ganim, bah i bark pïen, sèll, pé vijèm om-diw horo gan dorn, sèll, pokes bïen, pad diw eur vijé… Pra mijèm gwèt diontañ, oam ke kat t’or hèndall añ.

    X a souvent été avec nous à traire, dans son petit parc. Quand nous étions toutes les deux à traire à la main, regarde le pauvre petit, il restait pendant deux heures... Qu'aurions-nous pu faire de lui ? Nous ne pouvions pas faire autrement.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal