Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

serten

Stummioù :

certains

  • 👂 🔗 oh met pa oa bet komañset pulverizañ tout an traoù, serten plantennoù zo bet partiet hañ

    [o mɛ pə wa be ko'mɑ̃sət ˌpylve'ri:zɑ̃ tun trɛw 'sɛrtɛn plɑ̃n'teno zo be par'tiəd ɑ̃]

    oh mais quand on a commencé à pulvériser tout, certaines plantes ont disparu hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.

    [ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]

    Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me meus anavezet serten reoù dioute pa oant... pa oant yaouankoc'h met aze a zo tout yaouankoc'h eviton euh...

    [me møs ˈɑ̃nveː sɛʁtɛn ʁɛw ˈdɔ̃tɛ pe waɲ pe waɲ joˈwɑ̃ŋkɔχ mɛ ˈɑe zo tut joˈwɑ̃ŋkɔχ ˈwitɔ̃ əː]

    J'ai connu certains d'entre eux quand ils étaient plus jeunes mais ils sont tous plus jeunes que moi.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.

    [ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]

    Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien