Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bennak(et)

Gwelet an temoù Bennak (niveroù) ha Bennak (amzer)

quelques

Gwelet an tem Kementad vihan

  • 👂 🔗 Geo pa vije un annoar bennaket da deskiñ, neuze e sikoure ac'hanon.

    Gè, pé vijé ’n annwar bénnaket de diski, neuhé jikouré añoñ.

    Si, quand il y avait une ou deux génisses à dresser, alors il m'aidait.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E vije ur vatezh ha neuze e vije un ouvrier, e vije un ouvrier bennaket ordin. Ya, ya.

    Vijé vates, a neuhé vijé 'n ouvrièr, vijé 'n ouvrièr bénnaked ordin. Ya, ya.

    Il y avait une servante et un ouvrier. Il y avait toujours un ou deux ouvriers. Oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ul logodenn bennak zo ivez o krignañ patatez

    [ə lo'go:dən bə'nɑk so 'ije 'kriɲə pa'tɑ:s]

    il y a une souris ou deux en train de grignoter les patates

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

quelconque

  • 👂 🔗 hennezh zo langaj un evn bennak

    [hẽ̞: so 'lɑ̃ŋgaʒ ne̞wn bə'nɑ:k]

    celui-là c'est la langue d'un oiseau quelconque

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ul louzoù bennaket

    [gɑ̃n 'lu:zo 'mnɑkət]

    avec une plante quelconque

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Bet a zo ur wech bennaket ya.

    [be zo weʃ peˈnɑkə ya]

    C'est arrivé une fois quelconque oui.

    [de leur apporter des gâteaux]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

environ

  • 👂 🔗 aze oamp bet eu... tri devezh bennaket pe bevar

    ['ahe wɑ̃m bed ə - tɾi 'dewəz bə'nɑkə pe 'bɛwaɹ]

    là nous avions été euh... trois journées ou quatre

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi