Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dispenn
Gwelet an tem Dispenn an ti
Stummioù :
abattre
-
👂 🔗 Ha ar menaj bihan 'na e barkoù e-kichen hom re, e-kichen hom re, ha evel se 'meump avantage da brenañ anezhañ ivez... Peogwir ne oa ket 'met dispenn ar c'hleuzioù ha e vez, e vez... Ha e oa graet pezhioù parkoù gante goude ha evel se...
A ménach pïen na i barko kichen hom ré, kichen om ré, a vesé meum avantage de brénañ néañ ie… Pegur oa ke mè dispènn hleuñio, a vé, vé… A oa gwèt péjo parko gantè goudé, a vesé…
Et les champs de la petite ferme étaient près des nôtres, et donc ça nous avantageait de l'acheter. Puisqu'il suffisait d'abattre les talus... Et on en avait fait des grands champs ensuite...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz an hangar a oa... An hangar a oa mat, ha neuze evel se an hangar 'meump dispennet, ha 'meump degaset anezhañ du-hont e-barzh Pederneg neuze, ha evel se 'meump kresket, heu, kresket an hangar a oa deus du-hont ha e-skeud-se feiz...
A fé, ’n hangar oa… ’N hangar oa mat, a neuzé vésé ’n hangar meum dispènnet, a meum dièse néañ du-on bah Pédèrnek neuhé, a vesé meum krèsked eu… krèsket ’n hangar oa deus tu-on, a skeut-sé fé…
Le hangar était bien, et alors nous avons démonté le hangar, et nous l'avons amené là-bas à Pédernec, et comme ça nous avons agrandi le hangar de là-bas, et ainsi...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
détruire
-
👂 🔗 dispennet e vezont
[dis’pɛnə vɛɲ]
elles sont décimées [fleurs sauvages, par les nouvelles techniques agricoles]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
défaire
-
👂 🔗 dispenn anezhi kwa
['dispɛn nɛj kwa]
défais-la quoi [pelote]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ma en em dispenn
[ma nɔ̃n 'dispɛn]
s'il se défait
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dispenn
['dispɛn]
défaire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'ez ket da dispenn ar pezh 'meus graet
[nɛs kə də 'dispɛn pez møz gwɛt]
ne va pas défaire ce que j'ai fait
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 En em dispenn a reont o-unan.
[nɔ̃n ˈdispɛn ʁɛɲ oˈyn]
Elles se défont toutes seules, se désagrègent.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 dispenn anezhañ
['dispɛn neɑ̃]
le défaire [emballage de bonbon]
Gant : Ivet Jagin, ganet e 1935 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi