Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

hag-eñ

Stummioù :

si

  • 👂 🔗 Ha 'ma goulennet gant Maman hag-eñ e oa mat din chom er gêr ha e oan chomet er gêr abalamour da se.

    A ma goûlet gan Maman ag-eñ oa mat tin chom gêr, a oan chome gêr bañw te zé.

    Et j'avais demandé à Maman si je pouvais rester à la maison, et j'étais restée à la maison pour cette raison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz avat, e-pad ar brezel 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da derc'hen e douar dezhañ, labourat bepred quoi, abalamour dezhe da nompas mont en friche evel e vez lavaret, ya.

    Fé hat, pad brézel na goule gan Papa ag-eñ oa kontan de dèrhen i douar déañ, labouret bopet quoi, bañw tè de nompas mon en friche vèl vé lât, ya.

    Pendant la guerre, il a demandé à Papa s'il voulait bien entretenir ses terres, les travailler, pour ne pas qu'elles aillent en friche, comme on dit, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz, neuze Maman, pa oamp retornet d'ar skol, a oa aet da welet la directrice, ha neuze 'na goulennet hag-eñ e oa moaien, a-benn neuze 'ma graet, quoi ? pemzektez skol, hag-eñ e oa moaien da lakat ac'hanon e-barzh ar c'hlas certificat neuze.

    A fé, neuhé Maman, pé oam rétornet te skol, oa èt te wélet la directrice, a neuhe na goulet ag-eñ oa mwoien, bènn neuhé ma gwèt, quoi ? Pèmzékté skol, ag-eñ oa mwoien de laked añoñ bah hlas certificat neuhé.

    Et alors, Maman, quand nous sommes retournées à l'école, était allée voir la directrice, et lui avait demandé s'il était possible – pour alors j'avais fait quoi ? Quinze jours d'école – s'il était possible de me mettre dans la classe de certificat.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

est-ce que

  • 👂 🔗 hag-eñ e vo graet ur bannac'h kafe ?

    [a'gɛ̃ vo gwɛd bɑ̃h 'kɑfe]

    est-ce qu'on fait un peu de café ?

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag-eñ eo brav ?

    [agɛ̃ e braw]

    est-ce que c'est beau ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag-eñ deufet en ti, amañ eo tomm ?

    [gɛ̃ 'dɛfəd dən ti: 'ãmã ɛ tom]

    est-ce que vous venez dans la maison, ici il fait chaud ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag-eñ e deufet en ti ho-tri ?

    [a’gɛ̃ ’dɛfɛd ən ti: o’tri:]

    est-ce que vous rentrerez à la maison tous les trois ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag-eñ 'tevo ?

    [gẽ̞: tevo]

    est-ce que tu en auras [du cidre] ?

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag-eñ 'h out kat... hag-eñ 'teus eu... an droed war... hag-eñ 'teus da... da droed war da... da baotred ?

    [gẽ hut kat gẽ tøs ə - ə dʁœt waʁ - gẽ tøs tə tə dʁœt waʁ tə tə 'bo̞tət]

    est-ce que tu es capable... est-ce que tu as l'autorité sur... est-ce que tu as l'autorité sur tes fils ?

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

alors que

  • 👂 🔗 arri eo an deiz, hag-eñ eo an noz

    [ɑj ɛ de: a’gẽ̞ ɛ nɔ̃:s]

    il fait jour, alors qu'il fait nuit

    Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh nann, me ne 'mez ket soñj. A-wechoù memes, ne 'mez ket soñj piv a vez bet o welet ac'hanon hañ. Hag-eñ a-wechoù e vez bet an deiz a-raok ha...

    Oh non, moi je ne me souviens pas [= j'ai mauvaise mémoire]. Parfois même, je ne me rappelle pas qui est venu me voir. Alors que parfois il est venu la veille et...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal