Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
ac'hane
Stummioù :
là (de –)
-
🔗 pell ac'hane !
[pɛl 'hɑ̃:ne]
loin de là !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pell ac'hane c'hoazh
[pɛl 'ɑ̃:ne hwɑs]
loin de là encore
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo pell ac'hane
[ze zo pɛl 'hɑ̃:ne]
c'est loin de là
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 N'houllent ket kaer mont er-maez ivez. Peogwir e oa da c'houzout dezhe pelec'h e oa o vont da gas anezhe goude. Oh, ar saout ne oant ket sot. Oh nann. Pell ac'hane. Pell ac'hane.
[nu'lɛŋkə 'kɛːʁ mõn'me̞ːz ie – pə'gyːʁ wa də 'huːt te̞ 'plɛh wa 'võn tə gas 'ne̞ː 'guːde – o 'sɔwt wãŋ kə 'zoːt – o nãn – pɛl'hãːne]
Elles ne voulaient pas trop sortir. Parce qu'elles ne savaient pas où on les enverrait ensuite. Oh, les vaches n'étaient pas bêtes. Oh non. Loin de là. Loin de là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ac'hane
[’hɑ̃ne]
de là [sens spatial]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket nemet... met aze e oa kenkailhiri e-barzh, ya, sell ar réveil bihan-se a oa prenet deus ac'hane, e oa ar sort-se met eñ n'a ket ken en-dro, an hini zo aze war-benn ar bañdulenn
[wa kə mɛ mɛ ’ɑ:he wa kɛ̃ŋka’ji:ɾi baʁs ja sɛl ʁevɛj ’bi:ən se wa ’pɾe:nəd des ’hɑ̃:ne wa ’sɔʁse mɛ hẽ̞: na kə ken ndɾo n:i zo ’ɑ:he waʁ bɛn bɑ̃’dy:lən]
il n'y avait que... mais là il y avait quincaillerie dedans, oui, regarde ce petit réveil-là, il avait été acheté de là-bas, il y avait ce genre de choses, mais il ne fonctionne plus, celui qui est au-dessus de la pendule
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 dimezet d'ar mab ac'hane
[di’me:əd də mɑb ’hɑ̃:ne]
marié au gars de là-bas
Gant : Aleñ Arzul, o chom e Bear, marvet e 2021.
Dastumer : Tangi