Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

dimeziñ

Gwelet an tem Dimeziñ

Stummioù :

marier (se –)

  • 👂 🔗 Me a oa an hini kentañ o timeziñ.

    Mé oa ’n ni kêntañ timiñ.

    J'étais la première à me marier.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz an deiz-se deus noz, neuze goude koan feiz, 'na goulennet gante hag-eñ ne oant ket kontant da welet ac'hanon o timeziñ dezhañ quoi.

    A fé, ’n dé-sé deu nos, neuhé goudé koan, fé, na goulet gantè ag-eñ oant ke kontan de wéled añw timi déañ quoi.

    Et ce jour-là, le soir, après le repas du soir, il leur avait demandé s'ils voulaient que je me marie avec lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne oamp ket dimezet a-benn neuze.

    Oam ke diméet bènn neuhé.

    Nous n'étions pas mariés à cette époque.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bet eo o c'houll mar a dra gant Papa goude e oamp dimezet.

    Béd è houl mar dra gan Papa goudé oam diméet.

    Il a demandé beaucoup de choses [de conseils] à Papa après que nous nous soyons mariés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Goude e oan chomet er gêr neuze, betek e oan dimezet. 2. Te ha ar skol avat hañ.

    1. Goudé oan chome gèr neuhé, bétég oan diméet. 2. Té a skol had añ.

    1. Ensuite j'étais restée à la maison jusqu'à ce que je me marie. 2. Toi et l'école alors !

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met se ne oa ket kalz a-raok e oan dimezet ivez.

    Mè zé oa ke kales rok oan diméet.

    Mais ça c'était peu avant que je me marie.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal