Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
mont da foutr
foutu (être –)
-
🔗 aet eo da foutr
[ɛd ɛ də fut]
elle est foutue [machine]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 N'eo ket a-walc'h kozhañ... mont da foutr !
[ne̞ kə waχ 'koːzã – mõn tə fut]
Ce n'est pas le tout de vieillir... [le pire c'est de] décliner !
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 a-benn neuze e oa aet an traoù-se da foutr
[bɛn 'nœ:he wa ɛ ntɾɛw ze də fut]
pour alors toutes ces choses-là avaient disparu
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba serten menajoù e oa eu... evel du-mañ e oa dour hag e oa « ur stank-eog » a veze graet diouti hag aet e oa da foutr kwa a-benn neuze, añfin, bepred e oa an amplasamant, hoñ a oa muriet eno ha...
[ba 'sɛʁtən me'nɑ:ʒo wa ə wɛl dymɑ̃ wa du:ɹ a wa stɑ̃ŋ'go:g viʒe gwɛt tɔ̃ti ag ɛ wa də fut kwa bɛn 'nœ:he mɛ ɑ̃fin 'bopə wa nɑ̃pla'sɑ̃mɑ̃n hɔ̃: wa 'my:ɹjəd 'e:no a]
dans certaines fermes il y avait euh... comme chez moi il y avait de l'eau et « un bassin de rouissage » qu'on l'appelait et il était hors d'état quoi pour alors, enfin, toujours est-il qu'il y avait l'emplacement, il était emmuré là et...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
disparaître
-
👂 🔗 ar chistr zo aet da foutr ivez koura
[ʒis so ɛt tə fud ie 'ku:ɹa]
le cidre a disparu aussi quoi [on n'en fait plus]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an tri venaj-se zo aet da foutr ivez
[tɾi 've:naʃse zo ɛt tə fud ie]
ces trois fermes-là ont disparu aussi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi