Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

foutu (être –)

mont da foutr

  • 🔗 aet eo da foutr

    [ɛd ɛ də fut]

    elle est foutue [machine]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 N'eo ket a-walc'h kozhañ... mont da foutr !

    [ne̞ kə waχ 'koːzã – mõn tə fut]

    Ce n'est pas le tout de vieillir... [le pire c'est de] décliner !

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 a-benn neuze e oa aet an traoù-se da foutr

    [bɛn 'nœ:he wa ɛ ntɾɛw ze də fut]

    pour alors toutes ces choses-là avaient disparu

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ba serten menajoù e oa eu... evel du-mañ e oa dour hag e oa « ur stank-eog » a veze graet diouti hag aet e oa da foutr kwa a-benn neuze, añfin, bepred e oa an amplasamant, hoñ a oa muriet eno ha...

    [ba 'sɛʁtən me'nɑ:ʒo wa ə wɛl dymɑ̃ wa du:ɹ a wa stɑ̃ŋ'go:g viʒe gwɛt tɔ̃ti ag ɛ wa də fut kwa bɛn 'nœ:he mɛ ɑ̃fin 'bopə wa nɑ̃pla'sɑ̃mɑ̃n hɔ̃: wa 'my:ɹjəd 'e:no a]

    dans certaines fermes il y avait euh... comme chez moi il y avait de l'eau et « un bassin de rouissage » qu'on l'appelait et il était hors d'état quoi pour alors, enfin, toujours est-il qu'il y avait l'emplacement, il était emmuré là et...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi