Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bennak(et) (un dra –)

quelque chose

  • 👂 🔗 Petra zo e-barzh a-hend-all ? Frouezh zo e-barzh pe un dra bennak ?

    Pra zo bars hènd-all ? Vreus so bars pé eun dra bennak ?

    Qu'y a-t-il dedans sinon ? Il y a des fruits ou quelque chose comme ça ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.

    Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.

    Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arriout na mann ebet.

    Pé vijé d’or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket ’n otoio ’h aiet na mann bét.

    Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met bepred a-wezhioù, pa 'nije ezhomm da c'houzout un dra bennak, e deue da c'houlenn gant Papa du-mañ.

    Mè boped (a)wêjo, pa nijé émm de hoût 'n dra bénnak, dé de houl gan Papa du-mañ.

    Mais aprfois, quand il avait besoin de savoir quelque chose, il venait demander à Papa chez nous.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Eviton-me e oa se un dra bennak bepred peogwir feiz e douchen familiales diwarni bepred.

    Witon-mé oa zé en dra bénnak bopet, pegur fé douchèn familiales diwarni bopet.

    Ça représentait quelque chose pour moi en tout cas, puisque je touchais les aides familiales grâce à elle.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 darn a lake anezhe da... 'ba e-mesk un dra bennaket e lakent anezhe

    [darn ’lɑkɛ nɛ: də bah mesk ən drɑ: bə’nɑkəd ’lɑkɛɲ nɛ:]

    ...certains les mettaient à... ils les mettaient au milieu de quelquechose

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kavet teus un dra bennaket ?

    [kɑː tøs dra mˈnɑːkə]

    Tu as trouvé quelque chose ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ordin 'mez... 'mez un dra bennak euh

    [ɔr'din me me ndrɑ mə'nɑg ə]

    j'ai toujours... j'ai quelque chose [à faire] euh

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 devet 'teus un dra bennak ?

    ['dɛwɛt tøz ndra bə'nɑ:k]

    tu as brûlé quelque chose ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 un dra bennaket all zo

    [ən dra bə’nakəd al zo]

    il y a autre chose

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 « ma vez un dra bennak da dremen, e deuez da lâret dimp », met... aet e oamp da glask anezhañ goude, mais penses-tu ! 'mamp ket kavet kapiten ebet, nann ! nann ! nann ! ha fidedoue neuze, petra, ni evit en em echapiñ... fidedoue e oan eu... on est reparti de nous-mêmes vers... etrenek ar Frañs kwa

    [mɛ ma ve ndɾɑ mnɑk tə ’dɹemɛn - des tə ’lɑ:rə tim - mɛ - ɛd wãm də glask neɑ̃ ’gu:de - mɑ̃m kə kɑ:d ə ka’pitən bet - nɑ̃ nɑ̃ nɑ̃n - a fidə’du:e ’nœ:he - pɹɑ nim wi nɔ̃n e’ʃɑpĩ - fidə’du:ən wɑ̃n ə - ’tɹɛnɛg vɹɑ̃:s kwa]

    s'il y a quelque chose à se passer, tu viens nous prévenir », mais... nous avions été le chercher après, mais penses-tu ! nous n'avions trouvé aucun capitaine, non ! non ! non ! et alors nom de dieu ! quoi, nous pour nous échapper... nom de dieu ! j'étais euh... on est reparti de nous-mêmes vers... vers la France :

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 geo, « roz » dra bennak 'h eo

    [ge ro:z dra bə'nɑ:g hɛ]

    si, c'est « roz » quelque chose

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un dra bennaket evel “steredenn”

    [ndrɑ: bə'nɑkə wɛl ste're:dən]

    quelque chose comme “steredenn” [un mot qui ressemble à]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pe un dra bennaket evel-se

    [pe ndrɑ: bə'nɑkə və’se]

    ou quelque chose comme ça

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 moarvat emezon-me oa bet un dra bennak neuze

    [ma'hɑd mɔ̃mɛ wa be ndɑ̃m mə'nɑ:k nœhe]

    certainement dis-je qu'il y avait eu quelque chose alors

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un dra bennaket da lâret dezhe

    [ndrɑ: mə'nɑkət tə 'lɑ:rət tɛ:]

    quelque chose à leur dire

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 « etaminer », un dra bennak evel-se

    [eta'mi:nər ndɾɑ: bə'nɑ:g və’se]

    « étameur », ou quelque chose comme ça

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar c'hwezh a lâr un dra bennak din met...

    [hwe:z lɑ:r drɑ bə'nɑk tĩ mɛt]

    l'odeur me dit quelque chose mais...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se a lâr un dra bennak din, « damantiñ »

    [ze lɑ:r ən drɑ bə'nɑ:k tĩ da'mɑ̃tĩ]

    ça me dit quelque chose, « se plaindre »

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se oa un dra bennaket evite

    [ze wɑ ndrɑ: bə'nɑkə witɛ]

    c'était quelque chose pour eux (d'important)

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 « me 'ma d'ober goull un dra bennak gant eu... Tangi, met 'meus ket soñj, evel-se e vez kont bep tro, bep tro 'h arri »

    [me ma do̞ːʁ ˈgul ˌdʁa ˈmnɑːg gɑ̃n ə - ˈtɑ̃ŋgi mɛ ˈmøs kə ʒɔ̃ːʒ - viˈse̞ ve kɔ̃n bo̞pˈtʁo bo̞pˈtʁo ˈhɑj]

    « j'avais quelque chose à demander à euh... Tangi, je ne me souviens plus, c'est pareil à chaque fois, chaque fois qu'il vient »

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

quelque chose [exclamatif]

  • 🔗 se a oa un dra bennak hañ

    [ze wa ndrɑ: bə'nɑ:g ɑ̃]

    c'était quelque chose hein

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 homañ oa un dra bennak

    ['homɑ̃ wa ndrɑ: bə'nɑ:k]

    celle-ci était quelquechose [se considérait supérieure aux autres]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 oh ya, ar skolaer oa un dra bennak hañ

    [o ja sko'lɛ:r wa ndrɑ: mnɑ:g ã]

    oh oui, c'était le maître c'était quelque chose hein

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi