Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
moc'h
Stummioù :
porcs
-
👂 🔗 1. Goro ar saout, reiñ boued d'ar moc'h, karzhañ dindane. 2. Ya. Kas ar saout er-maez. 1. Kas ar saout er-maez. 2. Kerc'hat anezhe. 1. Ya. Kerc'hat anezhe, ya.
1. Goro zowt, reiñ bouet te moh, karzañ dinane. 2. Ya. Kas zowt mês. Kèrhet nè. 1. Ya. Kèrhet nè, ya.
1. Traire les vaches, nourrir les porcs, nettoyer sous eux. 2. Oui. Sortir les vaches [les emmener au champ]. Aller les chercher. 1. Oui, aller les chercher.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Aezetoc'h eo soagnal saout evit soagnal moc'h.
Èstoh è sweñgnel zowt wit sweñgnel moh.
C'est plus facile de soigner [s'occuper de] les vaches que de soigner les cochons.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Moc'h a oa ivez. Ya. Ya. Div... Petra a oa, div pe deir wiz, pe evel se, ha neuze moc'h bihan ha...
Moh oa ie. Ya, ya. Diw… Pra oa, diw pé dèr wis, pé vesé, a neuhé mox pïen ha…
Il y avait des porcs aussi. Oui, oui. Deux... Qu'est-ce qu'il y avait, deux ou trois truies environ, et des porcelets et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma kerez e degasin anezhañ ganin, ha e deufomp da welet ar c'hraou moc'h neuze, penaos eo graet, penaos e oa graet.
Ma kées dièsin néañ ganin, a défom de wéled hrow moh neuhé, penoz è gwèt, penoz oa gwèt.
Si tu veux, je viendrai avec lui, et nous irons voir la porcherie, voir comment elle est faite.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal