Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
parti
Stummioù :
partie
-
👂 🔗 ur barti blijadur a veze
['bɑrti bli'ʒɑ:dyr viʒe]
c'était une partie de plaisir
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Me ? Ah ya, ne raen ket parti deus... Met e oan klakenn quoi. Ya. Ha evel-se a-wechoù feiz e vijen tapet o kaozeal. Ya.
[me a ja ʁɛn kə 'paʁti dəz ø – mɛ wãn 'klakən kwa ja – a vəse 'we̞ːʒo fə viʒɛn 'tapət ko'zeəl]
Moi ? Ah oui, je ne faisais pas partie des... Mais j'étais bavarde. Et parfois j'étais prise à bavarder.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 aze 'mamp bet ur barti
['ɑ:he mɑ̃m be 'bɑɹti]
là nous avions eu un sacré événement [affaire Maillot]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
partie de plaisir
-
👂 🔗 ha neuze pa oa deut les nouveaux francs, les anciens francs, aze e oa bet ur barti
[a ’nœhe pe wa dœd lɛnuvo’frɑ̃ lɛzɑ̃sjɛ̃’frɑ̃ ’ɑhe wa be ’bɑrti]
et alors, quand les nouveaux francs étaient arrivés, les anciens francs, là ça avait été une galère
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a lâr dit e veze ur barti
[me lɑ:r did viʃe ’bɑɾti]
je te dis que c'était un sacré événement [battage]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « me 'meus bet ur goteletenn aze paotr-kaezh, me 'meus bet ur barti emezañ o chaokat honnezh, oh ! hoñ a oa gwevn, elvaj-tout ya », eñ 'na derc'het da dramouilhat, dramouilhat
[me møz bed ə ˌgɔtə’lɛtən ’ɑe pɔt’kɛ:s me møz be ’bɑɾti meɑ̃ ’ʃɑkə hɔ̃:s ɔ hɔ̃: wa gwɛwn ˌɛwləʃ’tut ja hẽ̞: na ’dɛrhɛd də dra’muʎət dra’muʎət mɛt]
« moi j'ai eu une côtelette là mon vieux, j'en ai bavé dit-il pour mâcher celle-là, oh ! elle était plastique, que des nerfs, oui », il avait continué à la mâchouiller, mâchouiller
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e veze ur barti ivez
['ɑe viʃe 'bɑɾti ije]
là c'était un cirque aussi [mettre les boucles d'oreille aux vaches]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa ur barti neuze
[ze wɑ 'bɑrti 'nœe]
c'était une fête alors [petit déjeuner avec les enfants du voisinage]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a veze ur barti, ec'h aemp d'an Dosenn Vre, gant an ebeulien
[hẽ̞: viʒe 'bɑʁti hɛm də ˌdo̞sən'vʁe gɑ̃n nœ'bœʎən]
ça c'était une expédition, nous allions au Menez Bre, avec les poulains
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 graet 'peus ar barti ?
[gwɛt pøz 'bɑʁti]
vous avez fait la fête ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
parti
-
👂 🔗 se a oa ma ide kwa ! amañ... me zo un ouvrier, aze bremañ e vin... e vin difennet gant eu... gant eu... gant eu... gant ar parti kwa, n'eus ket 'met hennezh kat da dif... difenn an ouvrierien 'ma soñjet
[ze wa mə ’i:de kwa - ’ɑ̃mɑ̃ - me zo ən u’vɾi:əɹ - ’ɑhɛ ’bɾœmɑ̃ vĩ - vĩn di’ve̞nət gɑ̃n ə - gɑ̃n ə gɑ̃n ə - gɑ̃n ə paɹ’ti kwa - nøs kə mɛ hẽ:s kad də ’di:v ’di:vɛn ˌnuvɹi’ɛjən ma ’ʒɔ̃:ʒət]
ça c'était mon idée quoi ! ici... je suis un ouvrier, là maintenant je serai... je serai déf... défendu par euh... par euh... par euh... par le parti quoi, il n'y a que celui-là capable de défendre les ouvriers, avais-je pensé
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi