Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
kement
Gwelet an temoù Autant, Tellement ha Aussi grand
Stummioù :
autant
-
👂 🔗 n'eus ket kement evned ken ivez, koazhañ a reont
[nøs kə 'kemən 'ewnə ken 'ije 'kwɑhɑ̃ rɛɲ ɑ̃]
il n'y a plus autant d'oiseaux aussi, ils diminuent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante e vez ret dezhañ ober kement all, kement bemdez ha kement...
Ni neus ke hoan te véañ ré bou(r)det gantè vé rét téañ or kémènd all, kémèn bañwdé a kémèn...
Celui qui ne veut pas être débordé à cause d'eux, il faut qu'il en fasse autant chaque jour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E oa daou c'hant a dud e-barzh an eured, han-se e oa un toullad mat hañ ? Deux-cent personnes. Kreisteiz, ha kement all deus noz. Sell aze hañ ?
Oa dow han dut bah ’n euret, han-sé oa toulled mat añ ? Deux-cent personnes. Krèisté, a kémndall deus nos. Sèll ahé añ ?
Il y avait deux cents personnes au mariage. Par conséquent ça faisait beaucoup de monde, hein ? À midi, et autant le soir. Impressionnant hein ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Daou-ugent moc'h... daou-ugent krennard ma kerez da wellaat, 'meump plas da lakat kement se, ha neuze 'meump soñjet, ah 'h amp d'ober un esae, 'h amp da wellaat daou-ugent evel se, ha...
Dow-ugen moh… dow-ugen krènnart, ma kées, de wèllaat, meum plas de laket kémé sé, a neuhé meum joñjet, a, ’h am d’or ’n êsè, ’h am de wèllaat dow-ugen vesé, a…
Quarante porcs... Quarante jeunes porcs, si tu veux, à engraisser. Nous avions la place d'en mettre autant, et donc nous avons pensé : Ah, nous allons faire un essai, nous allons en engraisser quarante comme ça, et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met me ne 'ma ket bet kement a bae evel 'nije bet anezhañ. Me ne oan ket bet paeet, ha eñ a vije bet paeet ker oc'h ober se.
Mè mé ma ke bé kémên bê vèl nijé bé néañ. Mé oan ke bé pèet. A eñ vijé bé pèet kér ’h or zé.
Mais moi je n'avais pas été aussi bien payée que lui. Moi je n'avais pas été payée alors que lui aurait été payé cher à faire ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Egile a vije oc'h huchal dezhañ, ha xxx (?)... E-kichen evel se ne vije ket ret dezhañ ober ivez kement, pa vije e appareil gantañ met...
Égilé vijé huchel déañ, a [??]... Kichen vesé vijé ke rêt téañ or ie kémèn, pé vijé i appareil gantañ.
L'autre lui parlait en criant et [?]... Alors que comme ça il n'y avait pas besoin de crier autant, quand il avait son appareil.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ya kement-se sur a-walc'h ya.
[jaː keˈmese zyˈwɑχ ja]
Oui au moins ça sûrement oui.
[nombre de personnes présentes]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ah kement-se memes.
[a keˈmese ˈmɔ̃məs]
Ah tant que ça même.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha kement all da retorn
[a ˌkemɛnˈdal də 'retɔrn]
et tout autant pour retourner
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket bet kement-all a blijadur
[møs kə be kemɛn'dal bli'ʒɑ:dyr]
je n'ai [jamais] eu autant de plaisir
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit ar bloaz e welan zo bet fleur an hañv part... spontus, 'ma ket gwelet kement all pell zo e bord ar c'hleuzioù
[wid blɑ: 'wɛ:lɑ̃ zo be flœr'nɑ̃: part 'spɔ̃ntyz ma kə 'gwɛ:lə kemɛn'dal pɛl zo bɔrd 'hlœ̃jo ɑ̃]
cette année je vois qu'il y a eu des primevères part... incroyable, je n'avais pas vu autant depuis longtemps au bord des talus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude, me a wel kement-all o tremen c'hoazh
['gu:de me wɛ:l ke'mɛndal 'tremɛn hwɑs]
après, j'en vois tout autant passer encore
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma vije bet tout an dud evelton-me ne oant ket... ne oa ket euh... chomajeurien kement ha zo bremañ
[a miʒe bet tun dyd 'wɛltɔ̃me wɑ̃ɲ kəd wa kə bed ə ˌʃoma’ʒœ:ɾjən ’kemən a zo ’bœmɑ̃]
et si tout le monde avait été comme moi, ils n'auraient pas... il n'y aurait pas eu autant de chômeurs maintenant
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
chaque
-
👂 🔗 kement kozh wezenn a gave, ar spern aze, hag e grefe tout an traoù warne
['kemɛn goz 'weən 'gɑ:ve ə spɛrn 'ɑhe a 'grɛfɛ tun trɛw warnɛ]
chaque vieil arbre qu'il trouvait, l'aubépinier là, et il greffait tout dessus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
tellement
-
👂 🔗 kement 'mamp an abitud ivez, 'raemp ket ken... 'raemp ket itañsion ken, muioc'h da evit traoù all
[’kemən mɑ̃m na’bityd ie - ɹɛm kə ken ɹɛm kəd itɑ̃’si:ɔ̃n ken - ’my:ɔχ tə wit tɾɛw’ɑl kwa]
nous avions tellement l'habitude aussi, nous ne faisions plus... nous ne faisions plus attention, à ça qu'à autre chose
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
aussi grand
-
🔗 kement an eil hag egile
['kemən nɛʎ a e'gi:le]
aussi grand l'un que l'autre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kement-ha-kement
[ˌkeməna'kemən]
aussi grand l'un que l'autre
sens incertain
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi