Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

e-unan

Stummioù :

seul

  • 👂 🔗 Ya peogwir eñ a oa e-unan gant e vamm ivez.

    Ya pegur eñ oa ihun gan i vamm ie.

    Oui parce qu'il était seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ hennezh zo paotr yaouank ivez ha zo e-unan gant e vamm aze ha n'onn ket petra.

    A beñ heñ so pod yowank ie, a zo ihun gan i vamm ahé, a n'onn ke pera.

    Il est célibataire et il est seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, hennezh a oa e-unan ivez abaoe e oa yaouank peogwir ne oa ket nemetañ.

    Beñ, heñ oa ihun ie bwé oa yowank, pegur oa ke mèrtañ.

    Il était seul depuis qu'il était jeune, puisqu'il n'y avait que lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh bet 'neus d'ober sañset e-barzh e vuhez, petra a ri, peogwir e oa e-unan, den ebet da lavaret dezhañ.

    O, bét neus t'or sañset bah i vué, pra ri, pegur oa ihun, dén bét te lât téañ.

    Oh il a eu à faire dans sa vie [il a eu beaucoup de travail, il en a vu de toutes les couleurs]. Qu'est-ce que tu veux ? Puisqu'il était seul, personne pour le conseiller.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Aze ne vije ket d'ober soursial. Ar machin a rae anezhe tout e-unan. 2. Ah ya, ar machin a rae anezhe tout.

    1. Ahé vijé ke t'or zoursiel. Machin rè nè toud ihun. 2. A ya, machin rè nè tout.

    1. Là, il n'y avait pas besoin de s'inquiéter. La machine les faisait tous elle-même.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kar a-hend-all, eñ 'na ket tud a-hend-all quoi dre amañ met kendirvi ha traoù evel se, ha c'hoazh kalz anezhe ne wele ket anezhe kement-se, peogwir e oant e-barzh Landebaeron pe Kervoc'h, pe un tu bennak evel se, fidedoulle, e oa e-unan penn aze quoi.

    Ka hèndall, heñ na ke tut hèndall quoi, dré amañ, mèt kindirwi a trèw vesé, a hoas kales nè wélé ke nè kémésé, pegur oant bah Lanbèron pé Kèrvoh, pé tu bénnak vesé, fidedoullé, oa ihun pènn ahé quoi.

    Car sinon, lui n'avait pas de parents par ici, seulement des cousins et des gens comme ça, et encore, il ne les voyait pas tant que ça, parce qu'ils habitaient à Landebaëron ou Kermoroc'h, ou quelque part comme ça, nom d'un chien, il était vraiment tout seul.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

égoïste

  • 👂 🔗 paotr e-unan

    [pɔd i'hy:n]

    un égoïste

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi