Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
bourk
Gwelet an tem Ar bourk
Stummioù :
bourg
-
👂 🔗 Ha e-barzh ar bourk e oa tout an dud war toull o dorezioù
A bah bourk oa tou 'n dut war toull o doréjo.
Et au bourg, tout le monde était sur le pas de leur porte.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude neuze e oa aet da chom d'ar bourk.
A goudé neuhé oa èt te chom de bourk.
Et ensuite elle est allée habiter au bourg.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa eo aet e-barzh ar bourk neuze 'meump dreset an ti-se neuze, feiz.
Pé è wèt bah bourk neuhé meum drése 'n ti-zé neuhé, fé.
Quand elle s'est installée au bourg, nous avons fait des travaux dans cette maison.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met a-benn neuze e oa arri klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arri evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.
Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.
Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-blasoù ec'h arrue ar gemenerez. Ha hoñ a vije oc'h ober tro ar bourkoù quoi.
['blaso 'haje ˌgeme'neʁəs – a hõ viʒe 'hɔʁ tʁo 'buʁko kwa]
La couturière venait à certains endroits. Elle faisait le tour des bourgs.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal