Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
koulz
Gwelet an temoù Ar c'houlz (1) ha Ar c'houlz (2)
Stummioù :
moment
-
👂 🔗 Peogwir da c'houlz Goumikel e vije ret, heu, pa... penaos pa... Penaos e vije lavaret se dit ?
Pegur de houlz Goumikèl vijé rét eu… pé… penos pé… Penoz vijé lât sé dit.
Parce qu'au moment de la Saint-Michel, il fallait... Heu, comment je pourrais t'expliquer ça ?
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Arri eo koulz merenn.
[ˈaj kul mɛʁn]
C'est l'heure de manger son repas de midi.
[prononcé plus lentement : [aj e̞ kuls mɛʁn]]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 pabu a veze koulz pardon Gwengamp
['pɑ:by viʒe kuls 'pɑrdɔ̃n 'gwɛɲɔ̃m]
les cerises étaient au moment du pardon de Gwengamp
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Amañ eo koulz adverenn e-pad an deiz !
[ɑ̃mɑ̃ ɛ kuls haˈvɛʁn pɑːn de]
Ici c'est l'heure du goûter, du quatre heure toute la journée !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
période
-
🔗 ne gana ket nemet 'ba ur c'houlz ar bloaz
['gɑ̃:na kəd mɛ ba huls ə blɑ:]
elle ne chante que pendant une période de l'année [coucou]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
aussi bon
-
👂 🔗 eñ 'na pechez met ar re-se a oa reoù wenn paotr, ar re-se ne oant ket koulz hañ
[ẽ̞: na 'peʃəz mɛ 'ʁee wa ʁew wɛn po̞t 'ʁee wɑ̃ɲ cə kulz ɑ̃]
lui avait des pêches mais celles-là c'étaient des blanches mon gars, celles-là n'étaient pas aussi bonnes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vezent ket koulz, bepred e vezent laeret
[viʒɛɲ cə kuls 'bopə viʒɛɲ 'lɛ:rət]
elles n'étaient pas aussi bonnes, toujours est-il qu'elles étaient volées [poires sauvages]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koulz
[kuls]
aussi bon
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn neuze n'eo ket koulz evit ar bloaz neuze
[bɛn 'nœ:he nɛ kə kulz wid blɑ: 'nœ:he]
pour alors il n'est pas aussi bon cette année alors [cidre]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
aussi bien
-
👂 🔗 tout an dud a oar petra a vez d'ober vad met distroet e vez o spered dezhe gant traoù... traoù ar bed-mañ, ha tout e lâront se, koulz Marx evel ar relijionoù
[tun dyd wɑ:r pra ve do:r vɑ:d mɛ di'stɾoə ve o 'spe:ɾət tɛ: gɑ̃n tɾɛw tɾɛw ə 'bedmɑ̃ a tud 'lɑ:rɛɲ ze ɑ̃ kulz marks wɛl ə ˌrəli'ʒjɔ̃:no]
tout le monde sait ce qu'il faut faire pour faire le bien, mais leur esprit est détourné par les choses... les choses de ce monde, et ils disent tous ça, aussi bien Marx que les religions
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 kat da c'horo koulz evel gant an dorn
[kɑt tə 'ho:ro kulz wɛl gɑ̃n dɔrn]
capable de traire aussi bien qu'à la main
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 me eo koulz ganin gwelet ur match rugbi evel ur match foot
[me e kulz 'gɑ̃nĩ 'gwɛ:lə mɑtʃ 'rugbi wɛl ə mɑtʃ fut]
moi j'aime autant voir un match de rugby qu'un match de foot
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
autant
-
🔗 me eo koulz ganin gwelet ur match rugby evel ur match foot
[me ɛ kulz gɑ̃nĩ 'gwɛlə mɑtʃ 'rygbi wɛl mɑtʃ fut]
je préfère autant voir un match de rugby qu'un match de foot
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel-se eo d'ar reoù all koulz ha din
[və'se ɛ də ʁew ɑl kulz a dĩ]
comme ça il est aux autres autant qu'à moi [sucrier familial]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulz eo din lâret vingt-deux
[kulz e̞ dĩ lɑ:ɹ vɛ̃n dø]
autant pour moi dire vingt-deux
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.