Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dare
Stummioù :
point (sur le – de)
-
🔗 bezañ zo reoù gant pezhioù kofoù ha traoù, arri dare d'akouchiñ !
['be:ɑ̃ zo ʁew gɑ̃n 'pe:ʒo 'ko:vo a tɾɛw ɑj 'dɑ:ɹe da'kuʃĩ]
il y en a certains avec de gros ventres et tout, sur le point d'accoucher !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù 'h a evel gweneried kwa, ar reoù zo sañset d'arriet, arri int dare d'arriet e miz mae
[ɹew ha wɛl ˌgwine'ɹi:ət kwa ɹew zo 'sɑ̃səd 'dɑjət ɑj ɛɲ 'dɑ:ɹe dɑj miz'mɛ:]
ceux qui vont comme les hirondelles quoi, ceux qui sont censés arriver, ils sont sur le point d'arriver au mois de mai
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e tremenent, me a oar-me pet gwezh, ha ma vije ur parkad ed e vijent... hag e vije arri dare da... e tremenent e-barzh
[’ɑ:he dʁe’me:nɛɲ me wɑ:r me pet kweʃ a viʒe ’pɑɹkad e:d viʒe̞ɲ viʒe ɑj ’dɑ:ɹe də dɹe’me:nɛɲ bɑrs]
là ils passaient, je ne sais combien de fois, et s'il y avait un champ de blé ils étaient... qui était prêt à... ils passaient dedans [pour installer les poteaux électriques]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi