Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

espes

Stummioù :

sorte de

  • 👂 🔗 Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

    'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

    Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

espèce de

  • 👂 🔗 un espes kastell vihan aze zo

    ['nespəs 'kɑstəl 'viən ahe zo]

    il y a là une espèce de petit château [manoir]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un espes far

    ['nespəs fɑ:r]

    une espèce de far

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un espes oferenn 'devant graet

    ['nespəz no'vɛrn dœɲ gɛt]

    ils avaient fait une espèce de messe

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un espes

    ['nespəs]

    une espèce de

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Tangi

espèce

  • 👂 🔗 bezañ zo serten espejoù

    [be zo 'sɛʁtɛn es'pe:ʒo]

    il y a certaines espèces [variétés de raisins]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi