Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

barrek (bezañ –)

pouvoir

  • 👂 🔗 (R. : Sell, debret 'meump an hanter.) Etrezomp hom-daou, se a ra mann ebet. Barrek e oamp warnañ.

    (…) Tréom om-dow, zé ra mann bet. Barrek oam warnañ.

    (R. : Regarde, on en a mangé la moitié.) À nous deux, c'est pas grave. On aurait pu tout manger.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

capable (être –)

  • 👂 🔗 Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arri hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arri a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...

    Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...

    L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Barrek eo d'ober ?

    [ˈbɑʁəg ɛ doːʁ]

    Il va y arriver ? Il est à la hauteur ? Il en est capable ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 lâret zo penaos 'h eo barrek da dont

    ['lɑ:rə so pə'nɔ:s hɛ 'bɑrɛk tə dɔ̃n]

    il a été dit qu'elle est capable de venir [risque de submersion]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ, hemañ zo barrek e-unan emezañ, n'eus ket ezhomm reoù all da sikour anezhañ

    ['hemə 'hemə zo 'bɑrɛg i'hyn meɑ̃ nəs kəd e:m rew ɑl də 'ʒikur neɑ̃]

    celui-ci, celui-ci est capable tout seul [se débrouille], il n'a pas besoin des autres pour l'aider

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze 'h out barrek da vont war velo

    ['ɑhɛ hud 'bɑrɛg dɔ̃n war 've:lo]

    là tu es capable d'aller à vélo

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 barrek eo

    ['barɛg ɛ]

    elle est capable [de le faire]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'on ket yaouank ken emezañ hag out barrek da ramplas ac'hanon

    [me nɔ̃ kə 'jo̞wɑ̃ŋk ken meɑ̃ a hud 'bɑʁɛk tə də 'ʁɑ̃mplɑs 'ɑ̃:nɔ̃]

    moi je ne suis plus jeune dit-il et tu es capable de me remplacer

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 te zo barrek da desidañ hennezh

    [te zo 'bɑʁɛg de'si:dɑ̃ hẽ̞:s]

    tu es capable de le décider [à acheter]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa deuio da soñj dezhañ eo barrek da skrivañ

    [pe dɛj də ʒɔ̃:s 'teɑ̃ ɛ 'bɑrək tə 'skrwi:vɑ̃]

    quand il se rappellera il sera capable d'écrire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh ne oan ket re c'hwezhet eno quoi, soñj a raen, ar re-mañ, emezon-me, ma 'deus c'hoant, zo ken barrek da dennañ war ma saout evel da dennañ warnon amañ war o ampich quoi. Met nann...

    [o wãn kə ʁe 'hweəd eno kwa – 'ʒõj ə ʁɛn – ʁemã mõme ma døs 'hwãn – zo ken 'baːk tə de̞nã waʁ mə 'zowt vɛl də 'de̞nã waʁnõ 'aːmã waʁ o 'hãmpiʃ kwa – mɛ nãn]

    Oh je n'étais pas trop fière [rassurée] là, je pensais, ceux-ci [les Allemands], si ils veulent, sont aussi bien capables de tirer sur mes vaches que de tirer sur moi, qui suis dans leur passage. Mais non...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Te zo barrek.

    Té zo barèg.

    [te zo 'baʁɛg]

    Tu vas y arriver. [sans mon aide]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te zo barrek d'ober se.

    Té zo barèg dobeur zé.

    [te zo 'baʁɛg dobəʁ ze]

    Tu es en mesure de faire ça, c'est dans tes cordes.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 neuze out barrek d'ober c'hoazh marteze

    ['nœ:e ud 'bɑʁɛg do̞:ʁ hwɑs ma'te:e]

    alors tu es encore capable de faire sans doute [jouer au foot]

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh met Nolwenn ne oa ket nec'het gant se peogwir Nolwenn a oa barrek da ganañ hec'h-unan

    [o mɛ nɔl'wɛn wa kə 'ne:həd gɑ̃n se py'gy:ɹ nɔl'wɛn wa 'bɑɹɛg də 'gɑ̃nɑ̃ i'hy:n]

    oh mais Nolwenn n'était pas inquiète avec ça puisque Nolwenn était capable de chanter toute seule

    Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 (T. : me en em servijo) ya, oh ! barrek out d'ober !

    [ja - o ˈbɑɹɛg ud ˈdo̞ːɹ]

    (T. : je me servirai) oui, oh ! tu peux le faire !

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ah, met barrek out da reiñ e numero telefon dezhañ !

    [...]

    ah, mais tu peux lui donner son numéro de téléphone !

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
    Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.

    Dastumer : Tangi (2023-09-23)

supérieur (être –)

  • 👂 🔗 ar pezh a sell se, e oamp barrek warne kwa

    [pez zɛl ze wɑ̃m 'bɑʁɛg waʁnɛ kwa]

    sur ce plan [militaire], nous leur étions supérieurs

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi