Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

capable (être –)

kat (bezañ –)

  • 👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.

    1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.

    1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met neuze, neuze en em enerve a-wezhioù. Ur c'hras kaer e vije dezhañ c'hoazh peogwir ne oa ket kat d'ober. Eñ. Eñ ne oa ket kat.

    Mè neuhé, neuhé non énèrvé (a)wêjo. Hras kèr vijé deañ hoas pegur oa k' kat t'or. Eñ. Eñ oa ke kat.

    Mais alors il s'énervait parfois. Ça l'arrangeait bien [pourtant] [que nous soyons là], puisque lui ne pouvait pas le faire. Lui. Il ne pouvait pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met xxx (?)... ur c'hras kaer dezhañ kaout e verc'hed ober e labour evitañ peogwir eñ ne oa ket kat d'ober (dre) an avani ne gleve ket, quoi, ne oa ket kat d'ober tout an traoù.

    Mè xxx (?) hras kèr déañ kawt i vèrhet or i labour witañ pegur eñ oa k’ kat t’or nañvèin glèwé ket, quoi, oa k’ kat t’or tou ’n trèw.

    Mais... Ça l'arrangeait bien d'avoir ses filles pour faire son travail, puisqu'il ne pouvait pas le faire, parce qu'il n'entendait pas, il ne pouvait pas tout faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz, e oa chomet evel se quoi, e-barzh, ken ne oa ket kat ken, fin, ken ne oa ket kat ken...

    A fé, oa chomet vesé quoi, bars, kén oa k' kat kén, fin, kén oa k' kat kén…

    Elle y était restée jusqu'à ce qu'elle n'en soit plus capable.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Se ne oa ket ur c'hleñved hañ. Se ne oa ket ur c'hleñved hañ, nann, nann. Pa oas kat d'ober e raes hañ.

    Zé oa ke hleñved añ. Zé oa ked hleñved añ, nann, nann. Pé oas kat t’or rès añ.

    Ça n'était pas une maladie [être enceinte]. Ça n'était pas une maladie, non. Quand tu étais capable de le faire [travailler], tu le faisais.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Oh ya me a zo kat da deskiñ bern traoù d'ar re all !

    [o ja me zo kat də ˈdiski bɛʁn tʁɛw də ʁe ɑl]

    Oh oui je suis capable d'apprendre beaucoup de choses aux autres !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hag ar glesker pac'h arrie... pac'h arrie un naer warnañ, ne oa ket kat da dec'hel hañ

    [a 'gleskər pe 'hɑje pe 'hɑje ə ə nɛ:ɹ warnɑ̃ wa kə kɑd də 'deχəl ɑ̃]

    et la grenouille, quand arrivait... quand arrivait euh... un serpent sur elle, elle n'était pas capable de fuir hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 boñ, ne dalv ket ar boan peogwir n'omp ket kat da vann ebet

    [bɔ̃ dɑ:l kə bwɑ̃:n py'gy:r nɔ̃m kə kɑd də 'vɑ̃nbet]

    bon, ce n'est pas la peine puisque nous n'y pouvons rien

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar pezh on kat d'ober hein

    [pez ɔ̃ kɑt to:r kwa ɛ̃]

    ce que je peux faire quoi hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha hi oa kat da vezañ graet

    [a hi wa kat də 'veã gwɛt]

    et elle aurait pu l'avoir fait

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se zo kat da...

    [ze zo kɑt tə]

    ça peut...

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kap eo da gaout koan diwezhat !

    [kab ɛ də gaːd gwɑ̃ːn diˈwɛat]

    Elle est capable de retarder le souper !

    [dit au sujet d’une personne qui traine, ici une caissière particulièrement bavarde]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kap eo lakat goan diwezhat !

    [kap ɛ ˈlakə kwɑ̃ːn diˈwɛat]

    Elle est capable de retarder le souper ! [de quelqu'un qui fait perdre leur temps aux autres]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ah ya kat da dibluañ an dud pe da diwadañ an dud.

    [a ja kat də diˈblyɑ̃ dyt pe də diˈwɑːdɑ̃ dyt]

    Ah oui [ils sont] capables de plumer les gens ou de les saigner. [vendeurs]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 peogwir ac'hanta eu... eu... lec'h e oa ar voutonenn e oa... eu... e oa partiet ar voutonenn, me 'ma gwelet e oa un toull, drailhet an danvez, alors quand même 'na ket bouton ken, ha 'ma lâret da Frederik « quand même ! e oas kat da vezañ graet, laket... peotramant degaset anezhañ din, e vez laket un tamm danvez dindan, ha graet des points zigzags, ha goude e vez staget ar bouton, e-barzh »

    [pəˌguˑʁ ˈhɑ̃nta ə ə - le̞h wa vuˈtɔ̃ːnən ə wa - ə wa paʁˈtiːəd vuˈtɔ̃ːnən - me ma gwe̞ld wa ˈntul - ˈdʁɑjɛd ˈdɑ̃nve - ... ˈnakə ˈbutɔ̃n ken - a ma lɑːʁ də fʁedeʁik ... - was kat tə ˈveːɑ̃ gwe̞t ˈlɑkət - peˈtɑ̃mɑ̃ ˈdje̞sə neɑ̃ dĩ - ve ˈlɑkə tɑ̃m ˈdɑ̃nve diˈnɑ̃ːn - a gwe̞t ... - a ˈguːde ve ˈstɑːgə ˈbutɔ̃n - baʁs]

    puisque eh bien euh... euh... là où était le bouton c'était... euh... le bouton était parti, j'avais vu qu'il y avait un trou, le tissu était défait, alors quand même il n'avait plus de bouton, et j'avais dit à Frédérique « quand même ! tu pouvais le faire, mettre... ou sinon me l'apporter, on met un morceau de tissu dessous et fait des points zigzags, et après on attache le bouton, dedans

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

barrek (bezañ –)

  • 👂 🔗 Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arri hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arri a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...

    Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...

    L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Barrek eo d'ober ?

    [ˈbɑʁəg ɛ doːʁ]

    Il va y arriver ? Il est à la hauteur ? Il en est capable ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 lâret zo penaos 'h eo barrek da dont

    ['lɑ:rə so pə'nɔ:s hɛ 'bɑrɛk tə dɔ̃n]

    il a été dit qu'elle est capable de venir [risque de submersion]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ, hemañ zo barrek e-unan emezañ, n'eus ket ezhomm reoù all da sikour anezhañ

    ['hemə 'hemə zo 'bɑrɛg i'hyn meɑ̃ nəs kəd e:m rew ɑl də 'ʒikur neɑ̃]

    celui-ci, celui-ci est capable tout seul [se débrouille], il n'a pas besoin des autres pour l'aider

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze 'h out barrek da vont war velo

    ['ɑhɛ hud 'bɑrɛg dɔ̃n war 've:lo]

    là tu es capable d'aller à vélo

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 barrek eo

    ['barɛg ɛ]

    elle est capable [de le faire]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'on ket yaouank ken emezañ hag out barrek da ramplas ac'hanon

    [me nɔ̃ kə 'jo̞wɑ̃ŋk ken meɑ̃ a hud 'bɑʁɛk tə də 'ʁɑ̃mplɑs 'ɑ̃:nɔ̃]

    moi je ne suis plus jeune dit-il et tu es capable de me remplacer

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 te zo barrek da desidañ hennezh

    [te zo 'bɑʁɛg de'si:dɑ̃ hẽ̞:s]

    tu es capable de le décider [à acheter]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa deuio da soñj dezhañ eo barrek da skrivañ

    [pe dɛj də ʒɔ̃:s 'teɑ̃ ɛ 'bɑrək tə 'skrwi:vɑ̃]

    quand il se rappellera il sera capable d'écrire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh ne oan ket re c'hwezhet eno quoi, soñj a raen, ar re-mañ, emezon-me, ma 'deus c'hoant, zo ken barrek da dennañ war ma saout evel da dennañ warnon amañ war o ampich quoi. Met nann...

    [o wãn kə ʁe 'hweəd eno kwa – 'ʒõj ə ʁɛn – ʁemã mõme ma døs 'hwãn – zo ken 'baːk tə de̞nã waʁ mə 'zowt vɛl də 'de̞nã waʁnõ 'aːmã waʁ o 'hãmpiʃ kwa – mɛ nãn]

    Oh je n'étais pas trop fière [rassurée] là, je pensais, ceux-ci [les Allemands], si ils veulent, sont aussi bien capables de tirer sur mes vaches que de tirer sur moi, qui suis dans leur passage. Mais non...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Te zo barrek.

    Té zo barèg.

    [te zo 'baʁɛg]

    Tu vas y arriver. [sans mon aide]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te zo barrek d'ober se.

    Té zo barèg dobeur zé.

    [te zo 'baʁɛg dobəʁ ze]

    Tu es en mesure de faire ça, c'est dans tes cordes.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 neuze out barrek d'ober c'hoazh marteze

    ['nœ:e ud 'bɑʁɛg do̞:ʁ hwɑs ma'te:e]

    alors tu es encore capable de faire sans doute [jouer au foot]

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh met Nolwenn ne oa ket nec'het gant se peogwir Nolwenn a oa barrek da ganañ hec'h-unan

    [o mɛ nɔl'wɛn wa kə 'ne:həd gɑ̃n se py'gy:ɹ nɔl'wɛn wa 'bɑɹɛg də 'gɑ̃nɑ̃ i'hy:n]

    oh mais Nolwenn n'était pas inquiète avec ça puisque Nolwenn était capable de chanter toute seule

    Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 (T. : me en em servijo) ya, oh ! barrek out d'ober !

    [ja - o ˈbɑɹɛg ud ˈdo̞ːɹ]

    (T. : je me servirai) oui, oh ! tu peux le faire !

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ah, met barrek out da reiñ e numero telefon dezhañ !

    [...]

    ah, mais tu peux lui donner son numéro de téléphone !

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
    Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.

    Dastumer : Tangi (2023-09-23)

kap (bezañ –)

  • 👂 🔗 Lavaret 'na ivez, an hini 'na c'hoant da chom er gêr 'na ket 'met goulenn ur paper... gant e dud quoi, ha neuze e oa kap da chom er gêr.

    Lâ na ie, 'n ni na hoan te chom gêr na ke mê goul e paper gan i dut quoi, a neuhe oa kap de chom gêr.

    Elle avait dit aussi que celui qui voulait rester à la maison n'avait qu'à demander un mot à ses parents, et il pouvait rester à la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 kap e oa da vezañ ur fleurenn

    [kɑb wɑ də 'veɑ̃ 'flœ:rən]

    ça pouvait être une fleur

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kap eo da dont memestra

    [kab ɛ də dɔ̃n 'mostra]

    elle peut venir quand même

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kap oa d'en em lâret, bon, emaint drekon, bremañ 'meus amzer

    [kɑb wa də nɔ̃n 'lɑ:rəd 'ije bɔ̃ maɲ 'drekɔ̃ brəmɑ̃ møz 'ɑ̃mzər]

    il pouvait se dire aussi, bon, ils sont derrière moi, maintenant j'ai le temps

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me zo kap da baeañ

    [me zo kɑp də 'bɛɑ̃]

    je peux payer

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kap on da baeañ

    [kɑb ɔ̃ də 'bɛɑ̃]

    je peux payer

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kap on da diskwel anezhe dit

    [kɑb ɔ̃ 'diskwɛl nɛ: dit]

    je peux te les montrer

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'on ket kap, n'on ket kap eviti

    [nɔ̃ kə kɑp nɔ̃ kə kɑp witi]

    je ne peux pas, je ne peux pas pour elle [attraper une dernière taupe]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi