Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
tour (faire le –)
c'hoari an dro
Gwelet an tem C'hoari en-dro da
-
🔗 c'hoari an dro
[χwɑːj dɾo]
faire le tour
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ha war hennezh e vije laket ma kerez, war-benn, neuze e vije kemeret ar machin neuze ha neuze e vije laket war... c'hoari an dro un tamm partout ha sachet deus al lec'h, al lec'h 'h ae re bell e-barzh ar bordoù, e oa traoù da... ken e vije arri labezet partout war-benn quoi.
A war heñ vijé laket, ma kées, war-bènn, neuhé vijé koméret machin neuhé, ha neuhé vijé laket war... c’hoari ’n dro tamm partout, a jèchet deus lèh, lèh ’h ê ré bèll bah bordo, oa trèw de... kén vijé ai labéet partout war-bènn quoi.
Et on mettait [la pâte] dessus [sur la galetière], et on prenait le machin [le racloir], et on faisait le tour avec, on tirait d'un côté, du côté où elle [la pâte] allait trop loin vers le bord, jusqu'à ce qu'elle soit répartie partout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ec'h aen da c'hoari tro ar parkeier da droc'hañ ar yeot diwar revr... diwar revr ar wezenn ordin, dam d'an iliav pas da vont d'ar brankoù na mann ebet, ha neuze e veze brankoù naet da divarrañ, 'tije ket iliav met xxx(?) war... war ar gwez aze euh... ne veze ket gwelet ur bod, e renk... e renkes divachañ, divachañ (?) an iliav-se a-raok... a-raok skeiñ da hach, ha goude e oarez pelec'h skeiñ da hach neuze
[hɛn də hwɑj tɾo ə paɾ'kɛjɛɾ də 'drohəd ə jɛwt diwar ɾɛ:ɾ diwar ɾɛ:ɾ 'weən ɔr'di:n dɑ̃m də 'niʎɛw pas tə vɔ̃n də 'bɾɑ̃ŋko na mɑ̃n'bet a 'nœe viʃe 'brɑ̃ŋko nɛt də di'vɑrɑ̃ tiʃe kə 'iʎɛw mɛ avi ə rɛs waɾ war gwẽ: 'ɑhe ə viʃe kə 'gwɛ:lə bu:t 'rɛŋkə 'rɛŋkɛz di'vɑʃə di'vɑʃə 'niʎɛwze ɾog ɾok 'skɛĩ də hɑʃ a 'gu:de 'wɑ:rɛs pleh 'skɛĩ də hɑʃ 'nœhe]
j'allais faire le tour des champs pour couper l'herbe au pied... au pied de l'arbre tout le temps, à cause du lierre pour qu'il n'aille pas jusqu'aux branches ni rien, et alors il y avait des branches nettes à couper, tu n'avais pas de lière mais xxx (?) sur... sur les arbres là euh... on ne voyait pas une branche, tu de... tu devais enlever (?), enlever le lierre-là avant... avant de frapper avec ta hache, et après tu sais où frapper avec ta hache alors
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vez ket ezhomm pell da c'hoari en-dro da...
[ve kəd e:m pɛl də hwɑj ndro: də]
il n'y pas besoin de longtemps pour faire le tour de ...
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, aze e weler ar mor o c'hoari en-dro
[ja 'ɑhe 'wɛ:lɛr mo:r hwɑj ndro:]
oui, là on voit la mer faire le tour [île]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un troc'h o c'hoari en-dro
[ən trɔh 'hwɑj ndro:]
une coupure faisant le tour [du bois]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze a-hend-all serten dilhad zo, ma vijent krevet un tamm bihan un tu bennak feiz, e vije da dresañ ivez ha hoñ a vije oc'h ober se. Hoñ a vije o c'hoari an dro evel-se ba an tiez.
[a nœhe hɛn'dal ˌsɛʁtɛn 'diʎət so – ma vijɛŋ 'kʁœːvət tãm'biən tube'naːk – fe viʒə da 'dʁe̞sã iə – a hõ viʒe hɔʁ 'ze – hõ viʒe hwaj 'dʁo vəse ba'ntie]
Et sinon, certains vêtements, s'ils étaient un peu percés quelque part, ils étaient à raccommoder, et elle le faisait. Elle faisait le tour des maisons comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 peogwir emaint o c'hoari en-dro amañ
[py’gy:ɹ mɑ̃ hwɑj dɹo: 'ɑ̃mɑ̃]
puisqu'ils font le tour ici [terrains]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
c'hoari tro
-
🔗 lakat ar filioù o c'hoari tro ar park
[’lakə ’filjo hwɑj tro park]
mettre les fils autour du champ
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 d'ar c'houlz-se oa ar paotr-saout evit c'hoari tro ar park evit ar saout
[də 'hulse wa pɔ'sowt wit hwɑj tro pɑrk wid zowt]
à cette époque il y avait le « paotr-saout » [clôture électrique] pour entourer le champ pour les vaches
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 o c'hoari en-dro zo bern ivez
[hwɑj ndro zo bɛrn 'ie]
autour [de Paris] il y en a plein aussi [usines]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ n'eus ket hini ebet d'ober o c'hoari en-dro din amañ
[’ɑ̃mɑ̃ nøs kə ’hi:ni be to:r hwɑj ndro dĩ ’ɑ̃mɑ̃]
ici il n'y a personne pour le faire [parler breton] autour de moi ici
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi