Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
plus (en –)
c'hoazh
-
👂 🔗 1. Ha evel se 'meump renket goude, heu, goude bezañ prenet ur menaj bihan 'meump renket prenañ e-lec'h e oamp c'hoazh, war ar marc'had. Ah beñ ya. Nim 'meump komañset par prenañ traoù hañ. 2. Ya. 'Pa desket prenañ.
1. A vesé meum rènket goudé, eu… goudé béañ préned e ménach pïen meum rènket prénañ lèh oam hoas, war marhat. A beñ ya, nim meum komañset par prénañ trèw añ. 2. Ya. Pa disket prénañ.
1. Et ainsi nous avons dû, heu... après avoir acheté une petite ferme, nous avons aussi dû acheter là où nous étions, par-dessus le marché. Oui, nous avons commencé par acheter des choses. 2. Oui. Vous aviez appris à acheter.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 C'hoazh 'h aent podoù ha tout, a gav din, gant al laitier, n'aent ket ?
hoas 'h ènt, poujo a tout, gaf tin, gan laitier, n'ènt ket ?
Et encore, le laitier emportait tous les pots, non ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet
’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.
Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
ouzhpenn
Gwelet an temoù Ouzhpenn + niver ha Niver + ouzhpenn
-
🔗 Hag evel-se e vez lâret petra a lârez ouzhpenn ?
[a veˈsɛ ve laːʁ pʁa ˈlaːʁes spɛn]
C'est comme ça que ça se dit, qu'est-ce que tu dis de plus ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Un tamm bihan ouzhpenn ha skoet en ennon.
[tɑ̃m ˈbiən spɛn a skoː ˈnenɔ̃]
Un peu plus et il me rentrait dedans.
[avec sa voiture]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ouzhpenn-se
[spɛn ze]
en plus de ça
Gant : Louis Aofred, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
outre
-
👂 🔗 oc'h ober un dra bennaket outre kwa
[ho:r ndrɑ: bə'nɑkəd 'utɾe kwa]
faisant quelque chose en plus quoi [quelqu'un de remarquable]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne veze ket lâret da outre (?) ma veze...
[viʒe kə lɑrd də 'utɾe ma viʒe]
on en disait pas davantage quand c'était...
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kalz brasoc'h... un tamm bihan marteze, neuze e vije brodadennoù warni. Outre quoi.
[kalz'bʁasɔχ – tãm'biən ma'tehe – nœhe viʒe bʁoda'dɛno 'waʁni – 'utʁe kwa]
Beaucoup plus grande... peut-être un petit peu, et alors elle avait des broderies en plus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha ar re-se, pa vije ar re-se ahont, feiz ar re-se a vije outre d'an traoù all c'hoazh, met traoù all a vije tout bepred.
[a ʁehe pe viʒe ʁehe awõn fe ʁehe viʒe 'utʁe dən tʁɛ'wal hwas – mɛ tʁɛ'wal viʒe 'tut bɔpət]
Et quand il y avait ces choses-là, elles étaient en plus des autres choses, mais il y avait aussi d'autres choses en tout cas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ... hag annoarezed outre
[ag ɑ̃nwɑ're:zəd 'utɾe]
... et des génisses en plus
Gant : plac'h, o chom e Bear (Trezelan), tud bet ganet e Trezelan .
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ti Disez a oa outre
[ti 'di:zəz wa utɾe]
il y avait en plus chez Le Disez [bistro]
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e reont ur bern kaoz c'hoazh outre
[a 'gu:de ɹɛɲ bɛɹn ko:s hwɑz 'utɾe]
et après ils disent plein de racontars encore en plus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, outre c'hoazh ya
[ja 'utɾe hwaz ja]
oui, en plus encore oui
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 outre da se
[utʁe də ze]
en plus de ça
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Joel ar Bonnieg, ganet e 1954 e Plounevez-Moedeg, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plûned / Plounevez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 outre se 'meus den ebet kwa, 'meus familh ebet ken
[utɾe ze mœs den bet kwa mœs 'fɑ̃miʎ be ken]
en plus de ça je n'ai personne quoi, je n'ai plus de famille
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 outre da se 'teus...
['utɾe də ze tœs]
en plus de ça tu as...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha an tele zo aze ordin, hoñ a deu en-dro pe... troet ar bouton ha evel-se fidedoulle e vez sellet donti, ha ma vezer skuizh o sellet donti, e vez serret he genoù dezhi. Ha ne lavar mann ebet gwech ebet. Outre 'met ar pezh a vez laket da lavaret.
Et la télé est toujours là, elle tourne [= fonctionne] ou... on tourne le bouton et comme ça, nom d'un chien, on la regarde. Et si on en a marre de la regarder, on lui ferme sa bouche. Et elle ne dit jamais rien, en plus de ce qu'on lui fait dire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 outre-se ar person, pas ar person, ar skolaer neuze, eñ deus ar beure, pa gomañse ar skol, kentañ hini a dape o kaozeal brezhoneg a roe ar simbol dezhañ, ar simbol a rae deus eu... ar simbol a oa ur c'hapuchenn diwar... diwar ur stilo aze, hag e roe hennezh dezhañ hag eu... ma 'nije roet dit-te, feiz, te 'ta d'ober reiñ anezhañ d'unan all ha 'tije tapet o kaozeal brezhoneg
['utɾe ze 'pɛʁsɔ̃n pas 'pɛʁsɔ̃n sko'lɛ:ʁ 'nœ:he ẽ̞: dœz 'bœ:ʁe pə go'mɑ̃se sko:l 'kentɑ̃ 'hi:ni 'dɑpe ko'ze:əl bʁɛ'zɔ̃:nək 'ro:e sɛ̃'bɔl deɑ̃ sɛ̃'bɔl ʁɛ dœz ə ə sɛ̃'bɔl wa ha'pyʃən diwaʁ diwaʁ ə 'sti:lo 'ɑ:he ag ə 'ʁo:ɛ hẽ̞:z deɑ̃ ag ə ma tiʒe 'ʁo:ət tite fe: te ta do̞:ʁ ʁɛĩ neɑ̃ də nɑl a tiʒe 'tɑpət te ko'ze:əl bʁɛ'zɔ̃:nək]
en plus de ça le curé, pas le curé, l'instituteur alors, lui le matin, quand l'école commençait, le premier qu'il attrapait à parler breton, il lui donnait le symbole, il appelait symbole euh... le symbole c'était un capuchon de... de stylo, et il lui donnait celui-là, et euh... s'il te l'avait donné, ma foi, tu devais le donner à un autre que tu avais attrapé à parler breton
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi