Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
ce, cette
evit
Gwelet an tem Evit ar bloaz
-
🔗 me 'neus kroget un dra bennaket ennon evit noz ivez
[me nøs 'krɔ:gət drɑ bə'nɑ:kəd 'enɔ̃ wi nɔ̃:z 'ie]
il y a quelque chose qui m'a mordu cette nuit aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù gozh a lâre « evit ar bloaz e vo ur bloaz brav, sec'h ha ne vo ket avel »
[rew'go:z lɑrɛ wid blɑ: vo blɑ: brɑw zeh a vo kəd 'ɑwəl]
les anciens disaient « cette année il y aura une année belle, sèche et il n'y aura pas de vent » [quand les nids de pies étaient très hauts]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.
[ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]
Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 E vanka dezhi mont d'he loch peotramant a vo debret evit an noz gant al louarn.
[ˈvɑ̃ŋka dɛj vɔ̃n di loʃ peˈtɑ̃mɑ̃n vo ˈdɛbə wi nɔ̃ːs gɑ̃n ˈluaʁn]
Elle a intérêt à rentrer sinon elle risque d'être mangée par le renard cette nuit.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Marteze e ray skorn evit an noz.
[maˈteze ʁe skoʁn wi nɔ̃ːs]
Peut-être que ça va geler cette nuit.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien