Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

evit

Gwelet an tem Evit ar bloaz

Stummioù :

pour

  • 👂 🔗 E-kichen a-hend-all e douchen evit tri.

    Kichen hèndall douchèn wit tri.

    Alors que sinon je touchais [les aides familiales] pour trois.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.

    A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.

    Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Kolza a vije laket evit... evit ar saout da beuriñ.

    [ˈkolza ˈviʒe lɑːk wiː wi zowt də ˈbœːĩ]

    On semait du colza pour...aux vaches pour qu'elles paîssent.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a zo re abred eviton.

    [se zo ʁe aˈbreːd ˈwitɔ̃]

    C'est trop tôt pour moi.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 C'hoazh teus evit pell ?

    [hwɑs tøs wi pɛl]

    Tu en as encore pour longtemps ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

que [comparatif]

  • 👂 🔗 Aezetoc'h eo soagnal saout evit soagnal moc'h.

    Èstoh è sweñgnel zowt wit sweñgnel moh.

    C'est plus facile de soigner [s'occuper de] les vaches que de soigner les cochons.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !

    [myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]

    Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kreñvoc'h eo bet evit ar pezh (?) a oa... a oa anonset c'hoazh.

    ['krẽɔχ ɛ be wit pe wa wa aˈnɔ̃sə hwɑs]

    [Le vent a soufflé] encore plus fort que ce qui avait été annoncé.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.

    [ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]

    Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me meus anavezet serten reoù dioute pa oant... pa oant yaouankoc'h met aze a zo tout yaouankoc'h eviton euh...

    [me møs ˈɑ̃nveː sɛʁtɛn ʁɛw ˈdɔ̃tɛ pe waɲ pe waɲ joˈwɑ̃ŋkɔχ mɛ ˈɑe zo tut joˈwɑ̃ŋkɔχ ˈwitɔ̃ əː]

    J'ai connu certains d'entre eux quand ils étaient plus jeunes mais ils sont tous plus jeunes que moi.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 añfin, met d'ar c'houlz-se oa brav bevañ c'hoazh evit eo bremañ

    [ɑ̃'fin mɛd də 'hulse wa brɑw 'bewɑ̃ hwɑs wid ɛ 'bɔmɑ̃]

    enfin, mais à cette époque-là c'était agréable de vivre, plus que maintenant

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met me 'h eo kazi gwelloc'h hemañ ganin evit n'eo... evit n'eo ar yod kerc'h a-hent-all

    [mɛ me ɛ ’kɑhe ’wɛlɔh ’hemɑ̃ gɑ̃nĩ wid nɛ wid nɛ jot’kɛrh hɛn’dɑl]

    mais moi je préfère presque celui-ci à... à la bouillie d'avoine autrement

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met gwelloc'h e veze da... da... dezhe-tout bezañ boutouilher, pe servijiñ deus taol, evit e veze mont d'an eured

    [mɛ 'wɛlɔh viʃe də də dɛ'tut 'beɑ̃ bu'tuʎər pe zɛr'vi:ʒĩ dəs to:l wid viʒe mɔ̃n tə 'nœ:rət]

    mais ils préféraient tous être échansons, ou servir à table, que d'aller à une noce

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pelloc'h evit na soñjañ

    ['pɛlɔh wid 'ʒɔ̃:ʒɑ̃]

    plus longtemps que je ne pense

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh ya, met hemañ a ra muioc'h evit n'eo...

    [o ja mɛ 'hemɑ̃ ra 'myɔh wid nɛ]

    oh oui mais celui-ci en fait plus qu'il n'est... [se plaint beaucoup]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Muioc'h a draoù evit arc'hant !

    [myh dʁɛw wid ˈɑʁhɑ̃n]

    plus de choses que d'argents [dans les porte-monnaies] [dans une grande-surface]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

ce, cette

  • 🔗 me 'neus kroget un dra bennaket ennon evit noz ivez

    [me nøs 'krɔ:gət drɑ bə'nɑ:kəd 'enɔ̃ wi nɔ̃:z 'ie]

    il y a quelque chose qui m'a mordu cette nuit aussi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar reoù gozh a lâre « evit ar bloaz e vo ur bloaz brav, sec'h ha ne vo ket avel »

    [rew'go:z lɑrɛ wid blɑ: vo blɑ: brɑw zeh a vo kəd 'ɑwəl]

    les anciens disaient « cette année il y aura une année belle, sèche et il n'y aura pas de vent » [quand les nids de pies étaient très hauts]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

    [ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

    Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E vanka dezhi mont d'he loch peotramant a vo debret evit an noz gant al louarn.

    [ˈvɑ̃ŋka dɛj vɔ̃n di loʃ peˈtɑ̃mɑ̃n vo ˈdɛbə wi nɔ̃ːs gɑ̃n ˈluaʁn]

    Elle a intérêt à rentrer sinon elle risque d'être mangée par le renard cette nuit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Marteze e ray skorn evit an noz.

    [maˈteze ʁe skoʁn wi nɔ̃ːs]

    Peut-être que ça va geler cette nuit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

concerner (en ce qui concerne)

  • 🔗 evit amañ 'ba 'n Bear

    [wi'dãmã ban 'bear]

    pour ici [en ce qui concerne ici] à Bear

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'omp ket 'ba ar poent-se c'hoazh, evit amañ bepred

    [nɔ̃m kə bah pwɛn se hwɑ wid 'ɑ̃mɑ̃ 'bopət]

    nous ne sommes pas à ce point-là encore, en ce qui concerne ici toujours

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha derc'hen a reont da serriñ ha bremañ petra eo evit ar poulêioù aze ti Tili ha petra eo se ?

    [a dɛʁh ʁɛɲ də zɛĩ a 'bʁemɑ̃ pʁɑ hɛ wid ə pu'lɛjo 'ɑ:he ti 'tili a pʁɑ hɛ ze]

    et ils continuent de fermer et maintenant qu'est-ce que c'est en ce qui concerne les poulets chez Tilly et qu'est-ce que c'est ?

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi