Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

sortir

mont er-maez

  • 👂 🔗 Hopla, oh, an hanter anezhañ zo aet er-maez.

    Opla, o, 'n anter néañ zo èt mês.

    Hopla, oh, la moitié est sortie [s'est renversé].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 aet eo er-maez an ti

    [ɛd ɛ me̞:z ən ti:]

    elle est sortie de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'an ket er-maez an ti

    [nɑ̃ kə me̞:s ti]

    je ne sors pas de la maison

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'aen ket bemnoz er-maez hein, met alies 'h aen

    [nɛn kə 'bomnɔ̃:z me̞:z ɛ̃ mɛ a’liɛz hɛn]

    je n'allais pas toutes les nuits hein, mais j'allais souvent

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 toujust e oan aet er-maez ar porzh ha me o welet...

    [ty'ʒyz wɑ̃n ɛd me̞:s pɔʁz a me wɛ:lət]

    je venais tout juste de sortir de la cour et moi de voir...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

dont er-maez

  • 👂 🔗 Ha ne oamp ket arri e-barzh ar bourk c'hoazh, ha e oa ur c'hamion a-drek, pa oan o tont er-maez gant ma saout, deut e oant er-maez tout eüruzamant, ha e oa ar c'hamion war-lerc'h, feut feut feut feut feut feut, n'arete ket un tamm.

    A oam ked ai bah bourk hoas, a oa hamion drék, pé oan ton mês, gan me zowt, deud oant mês tout, évuruzaman, a oa hamion war-lèrh, feut feut feut feut feut feut, n’arété ked en tamm.

    Nous n'étions pas encore arrivés au bourg, et il y avait un camion derrière, quand j'étais en train de sortir mes vaches, heureusement elles étaient toutes sorties, et le camion était derrière, tut tut tut tut, il n'arrêtait pas un instant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ur soursenn a deue er-maez koura 'ba kreiz an hent ha neuze e kreuve an hent

    [ə 'zursən dɛ me̞:s kua ba krɛjz nɛn a 'nœhe 'grœ:vɛ nɛn]

    une source sortait quoi au milieu de la route et alors la route crevait [formait un trou]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aze e vez dour ordin o tont er-maez

    ['ɑhe ve du:r ɔr'din tɔ̃n me̞:s]

    là il y a toujours de l'eau à sortir

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... zo bet e-barzh ha deut er-maez hec'h-unan

    [zo be bars a død me̞:z i'hyn]

    ... a été dedans [la mare] et en est ressortie toute seule

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... o tont er-maez ar skol

    [tɔ̃n me̞:s sko:l]

    ... en sortant de l'école

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa vez deut an dud er-maez an oferenn

    [pe ve død ndyd me̞:z nɔ'vɛrn]

    quand les gens sont sortis de la messe

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deut int er-maez

    [dœd iɲ me̞:s]

    ils sont sortis [gâteaux tombés d'un paquet]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o tont er-maez e oa

    [tɔ̃n me̞:z wa]

    il était en train de sortir

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag en ur dont er-maez an ospital oa bet degaset aze direktamant

    [a nɔ̃n dɔ̃n me̞:z os'pital wa 'dɛsɛd 'ɑhe dirɛ'kɑ̃mɑ̃n]

    et en sortant de l'hôpital elle a été amenée là directement

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dont er-maez a reont hep sellet

    [dɔ̃n me̞:z rɛɲ heb 'zɛlɛt]

    ils sortent sans regarder

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa deuont er-maez d'an ti

    [pe dɛɲ me̞:s dən ti:]

    quand ils sortent de leur maison

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 un tamm a-raok oa deut er-maez

    [tɑ̃m ə'ro:g wa dø me̞:s]

    un peu avant qu'il ne sorte

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 d'ar c'houlz-se e oa... ec'h ae an dud da welet anezhe o tont er-maez an iliz

    [də 'huls:e wa hɛ ndyt tə wɛ:l nɛ: tɔ̃n me̞:z 'ni:lis]

    à cette époque-là il y avait... les gens allaient les voir sortir de l'église

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha moged o tont er-maez dioutañ

    [a 'mo:gət tɔ̃n me̞:z dɔ̃tɑ̃]

    et de la fumée qui en sort

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 deut on er-maez deus tout an traoù

    [død ɔ̃ me̞:z dəs tun tɾɛw]

    je suis sorti de tout [je ne participe plus à rien]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Deut eo er-maez.

    Doet è mèz.

    [dœt ɛ mɛz]

    Il est venu. [J'ai réussi à l'enlever]

    Gant : plac'h, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 nann, nann, 'teus ket droed da dont er-maez ar barrouz

    [nɑ̃n nɑ̃n tœs kə dɾœd də vɔ̃n me̞:z 'bɑɹus]

    non, non, tu n'as pas le droit de sortir de la commune [chasse]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 feiz, tout an dud an oferenn o tont er-maez

    [fe: tun dyd no'vɛrn tɔ̃n me̞:s]

    ma foi, tous les gens de la messe en train de sortir

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o tont er-maez

    [tõn me̞:s]

    en sortant

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

sortial

  • 👂 🔗 an evn a sort... a difluk kwa, e vez sortet deus euh... e vez sortiet deus ar gokenn

    [ə ne̞wn sɔrd 'diflyk kwa ve 'sɔrtəd dəz ə ve sɔr'tiəd dəz 'gokən]

    l'oiseau sort... sort quoi, est sorti de euh... est sorti de la coquille

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oarent ket penaos e oa kont lec'h all peogwir ne oant ket sortiet gwezh ebet

    ['wɑ:rɛɲ cə pə'no:z wa kɔ̃n le̞h ɑl py'gy:r wɑ̃ɲ cə be sɔr'tiəd gweʒe'bet]

    ils ne savaient pas comment ça se passait ailleurs puisqu'ils n'étaient jamais sortis

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ne sorti ket kalz ken

    [mɛ 'sɔrti kə kɑls ken]

    mais il ne sort pas beaucoup

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne sortia ket, nann, neblec'h ebet

    [sɔr'tia kət nãn niˈble̞h ebet]

    il ne sort jamais, non, nulle part

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

disac'hañ

  • 👂 🔗 evel an ed pa arri da gouezhañ kwa, aze serten... pa vez o vont war-grec'h hag o tisac'hañ, ha 'h a prim kwa hag aze eo fepl kwa ha ma arri amzer fall da vezañ, ma eo druz, « pouf ! », 'h ey en traoñ kwa, 'neus ket nerzh da... 'neus ket graet e stad c'hoazh da xxx (?) keit e vez o vont war-grec'h ha prim kwa, evel pa vez o tisac'hañ, ne vez ket eu... ha goude, diouzhtu 'no fin da astenn neuze e kaleta kwa

    [wɛl ne:t pe ɑj də ’gwe:ɑ̃ kwa ’ɑ:he ’sɛɹtɛn pe ve vɔ̃n waɹ’gwex a ti’zɑ:hɑ̃ a ha pɾym kwa ag ’ɑ:he e̞ fɛ:p kwa a ma ɑj ’ɑ̃mzəɹ vɑl də ’ve:ɑ̃ ma e̞ ɹe dɾy: puf hɛj tɾo̞w kwa nøs kə nɛɹs tə nøs kə gwɛt i i stɑ:d hwɑ:s tə ? kɛjt ə ve vɔ̃n waɹ’gweh ha pɾym kwa wɛl pe ve ti’zɑ:hɑ̃ ve kə a nøs kəd ə ’gu:de dy’sty no fi:n də ’hastən ’nœ:he ga’leta kwa]

    comme le blé quand il arrive à tomber quoi, là certains... quand il monte et que ses épis sortent de la gaine, il va vite quoi et là il est faible quoi et si arrive du mauvais temps, si c'est gras, « pouf ! », il tombera quoi ; il n'a pas la force de... il n'a pas fait son stade encore pour xxx(?) tant qu'il monte et vite quoi, comme quand ses épis sortent de la gaine, il n'est pas... et après, tout de suite il finira de grandir alors il se solidifiera quoi

    Jean Le Du 2012 p.209 « dizahañ […] krog ê n éét te dizahã les épis de blé commencent à sortir de leur gaine »

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

tennañ er-maez

  • 🔗 tenn unan all c'hoazh !

    [tɛn ɑl hwɑs]

    sors-en un autre du paquet] !

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tenn anezhe er-maez !

    [tɛn nɛ: me̞:s]

    sors-les !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tenn anezhe er-maez neuze !

    [tɛn nɛ: me̞:z 'nœhe]

    sors-les alors !

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

lemel er-maez

  • 🔗 ... lemet anezhañ er-maez

    [’le̞məd neɑ̃ me̞:s]

    ... l'a sorti dehors

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lemet er-maez

    [’le̞mə me̞:s]

    sorti [du frigidaire]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh lemet 'neus ar pil er-maez

    [o ’le̞mɛ nøs pil me̞:s]

    oh, il a enlevé [sorti] la pile

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

kas er-maez

  • 👂 🔗 1. Goro ar saout, reiñ boued d'ar moc'h, karzhañ dindane. 2. Ya. Kas ar saout er-maez. 1. Kas ar saout er-maez. 2. Kerc'hat anezhe. 1. Ya. Kerc'hat anezhe, ya.

    1. Goro zowt, reiñ bouet te moh, karzañ dinane. 2. Ya. Kas zowt mês. Kèrhet nè. 1. Ya. Kèrhet nè, ya.

    1. Traire les vaches, nourrir les porcs, nettoyer sous eux. 2. Oui. Sortir les vaches [les emmener au champ]. Aller les chercher. 1. Oui, aller les chercher.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ar pezh a oa startañ du-mañ eo e oa tout ar parkoù pell deus ar gêr, pa vije d'ober kaout ar saout er-maez. 2. E vije ret mont war an hent diouzhtu.

    1. Péz oa startañ du-mañ ’h è oa toud parko pèll deuz gêr, pé vijé d’or kawt zowt mês. 2. Vijé rét mon war ’n èn dustu.

    Ce qui était difficile chez nous, c'est que les champs étaient tous loin de la maison, quand il fallait sortir les vaches. 2. On était tout de suite sur la route.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ne oa ket kat da vezañ kaset hoñ er-maez e-unan hañ

    [wa kɑt tə ’veɑ̃ ’kɑsə hɔ̃: me̞:z i’hyn ɑ̃]

    il n'était pas capable de l'avoir sortie tout seul

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

sachañ er-maez

  • 🔗 sachañ anezhañ er-maez

    ['ʒɛʃɑ̃ neɑ̃ me̞:s]

    le tirer dehors

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi