Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
disac'hañ
Stummioù :
vider un sac
-
🔗 disac'hañ
[di'zɑ:hɑ̃]
vider un sac [de patates]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn neuze e vije kontant da disac'hañ
[bɛn 'nœ:he viʒe 'kɔ̃ntɑ̃n də di'zɑ:hɑ̃]
pour alors on était content de vider le sac [de blé, dans le grenier]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket disac'het anezhe
[møs kə di'zɑ:həd nɛ:]
je ne les ai pas sortis du sac [pains dans un grand sac]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 disac'het 'teus anezhe ?
[di'zɑ:hɛt tøz nɛ]
tu les as sorties du sac [patates] ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
sortir
-
👂 🔗 evel an ed pa arri da gouezhañ kwa, aze serten... pa vez o vont war-grec'h hag o tisac'hañ, ha 'h a prim kwa hag aze eo fepl kwa ha ma arri amzer fall da vezañ, ma eo druz, « pouf ! », 'h ey en traoñ kwa, 'neus ket nerzh da... 'neus ket graet e stad c'hoazh da xxx (?) keit e vez o vont war-grec'h ha prim kwa, evel pa vez o tisac'hañ, ne vez ket eu... ha goude, diouzhtu 'no fin da astenn neuze e kaleta kwa
[wɛl ne:t pe ɑj də ’gwe:ɑ̃ kwa ’ɑ:he ’sɛɹtɛn pe ve vɔ̃n waɹ’gwex a ti’zɑ:hɑ̃ a ha pɾym kwa ag ’ɑ:he e̞ fɛ:p kwa a ma ɑj ’ɑ̃mzəɹ vɑl də ’ve:ɑ̃ ma e̞ ɹe dɾy: puf hɛj tɾo̞w kwa nøs kə nɛɹs tə nøs kə gwɛt i i stɑ:d hwɑ:s tə ? kɛjt ə ve vɔ̃n waɹ’gweh ha pɾym kwa wɛl pe ve ti’zɑ:hɑ̃ ve kə a nøs kəd ə ’gu:de dy’sty no fi:n də ’hastən ’nœ:he ga’leta kwa]
comme le blé quand il arrive à tomber quoi, là certains... quand il monte et que ses épis sortent de la gaine, il va vite quoi et là il est faible quoi et si arrive du mauvais temps, si c'est gras, « pouf ! », il tombera quoi ; il n'a pas la force de... il n'a pas fait son stade encore pour xxx(?) tant qu'il monte et vite quoi, comme quand ses épis sortent de la gaine, il n'est pas... et après, tout de suite il finira de grandir alors il se solidifiera quoi
Jean Le Du 2012 p.209 « dizahañ […] krog ê n éét te dizahã les épis de blé commencent à sortir de leur gaine »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
réciter
-
👂 🔗 gouvezout a rez da... da vizioù en brezhoneg ? disac'hañ a ri anezhe ?
[’gu:ve ə ʁe̞z də də ’vi:ʒo nbʁɛ’zɔ̃:nək di’ze:hɑ̃ ʁi nɛ:]
tu connais tes... tes mois en breton ? tu les réciteras ?
??? confusion disec'hañ / disac'hañ
Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.
Dastumer : Tangi
extraire
-
👂 🔗 ha n'eo ket kavet c'hoazh, n'eo ket disac'het
[a ne̞ kə kɑ:d hwɑs ne̞ kə di'zɑ:hət]
et il n'a pas été encore retrouvé, il n'a pas été débloqué [personne victime d'une avalanche]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi