Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

danger

dañjer

  • 🔗 Gant traoù evel-se a vez dañjer quoi.

    [gɑ̃n tʁɛw veˈsɛ ve ˈdɑ̃jəʁ kwa]

    Il y a un danger [des risques d'intoxication] avec ce genre de choses. [poêles]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 herie n'eus ket dañjer d'ober sell

    ['hɛje nøs kə 'dɛ̃:ʒər do:r sɛl]

    aujourd'hui, il n'y a pas de danger de le faire [de transpirer]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met anfin, e-barzh an ti ne vije ket dañjer dezhe da c'hoeñviñ memestra, da vervel quoi.

    [mɛ ãfin bah n’tiː vi’ʒekə ’dãːʒəʁ de̞ː də ’wɛ̃wni mos’tʁa – də ’vɛʁwəl kwa]

    Mais enfin, dans la maison, elles ne risquaient pas de faner, da mourir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Neus ket dañjer din da vont ganti.

    Neus keu din-jeur di de von-n ganti.

    [nøs kø dɛ̃ʒəʁ di də võn gãti]

    Je ne risque pas d'aller avec elle.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Meus ket dañjer da vont ganti.

    Meus keu din-jeur don-n ganti.

    [møs kø dɛ̃ʒəʁ dõn gãti]

    Je ne risque pas d'aller avec elle.

    Gant : plac'h, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 n'eo ket dañjer gwelet dour o ruilhal

    [ne̞ kə 'dɑ̃:ʒəɹ 'gwe̞:ləd du:ɹ 'ɹyʎal]

    il n'y a pas de risque de voir l'eau couler [sécheresse]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 touflezioù dour en enne ivez met bremañ n'eus ket dañjer da... da gaout dour na da gaout... mann ebet

    [tu'flɛjo du:ɹ nenɛ ie mɛ 'bomɑ̃ nøs kə 'dɑ̃:ʒəɹ də də gɑ:d du:ɹ na də gɑ:d mɑ̃n bet]

    des fossés remplis d'eau aussi mais maintenant il n'y a pas de risque de... d'avoir de l'eau ni d'avoir... rien du tout

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hennezh zo grilhet, han-se n'eus ket dañjer dit

    [hẽ:s so 'gʁijət ɑ̃se nœs kə 'dɑ̃:ʒəʁ dit]

    celui-là [sèche-serviette] est grillé, par conséquent il n'y a pas de danger pour toi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket dañjer din da glevet anezhe

    [wa kə 'dɛ̃:ʒəʁ dĩ də 'glɛwəd nɛ:]

    je ne risquais pas de les entendre

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi