Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dañjer
Stummioù :
danger
-
🔗 Gant traoù evel-se a vez dañjer quoi.
[gɑ̃n tʁɛw veˈsɛ ve ˈdɑ̃jəʁ kwa]
Il y a un danger [des risques d'intoxication] avec ce genre de choses. [poêles]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 herie n'eus ket dañjer d'ober sell
['hɛje nøs kə 'dɛ̃:ʒər do:r sɛl]
aujourd'hui, il n'y a pas de danger de le faire [de transpirer]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met anfin, e-barzh an ti ne vije ket dañjer dezhe da c'hoeñviñ memestra, da vervel quoi.
[mɛ ãfin bah n’tiː vi’ʒekə ’dãːʒəʁ de̞ː də ’wɛ̃wni mos’tʁa – də ’vɛʁwəl kwa]
Mais enfin, dans la maison, elles ne risquaient pas de faner, da mourir.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Neus ket dañjer din da vont ganti.
Neus keu din-jeur di de von-n ganti.
[nøs kø dɛ̃ʒəʁ di də võn gãti]
Je ne risque pas d'aller avec elle.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Meus ket dañjer da vont ganti.
Meus keu din-jeur don-n ganti.
[møs kø dɛ̃ʒəʁ dõn gãti]
Je ne risque pas d'aller avec elle.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 n'eo ket dañjer gwelet dour o ruilhal
[ne̞ kə 'dɑ̃:ʒəɹ 'gwe̞:ləd du:ɹ 'ɹyʎal]
il n'y a pas de risque de voir l'eau couler [sécheresse]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 touflezioù dour en enne ivez met bremañ n'eus ket dañjer da... da gaout dour na da gaout... mann ebet
[tu'flɛjo du:ɹ nenɛ ie mɛ 'bomɑ̃ nøs kə 'dɑ̃:ʒəɹ də də gɑ:d du:ɹ na də gɑ:d mɑ̃n bet]
des fossés remplis d'eau aussi mais maintenant il n'y a pas de risque de... d'avoir de l'eau ni d'avoir... rien du tout
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo grilhet, han-se n'eus ket dañjer dit
[hẽ:s so 'gʁijət ɑ̃se nœs kə 'dɑ̃:ʒəʁ dit]
celui-là [sèche-serviette] est grillé, par conséquent il n'y a pas de danger pour toi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket dañjer din da glevet anezhe
[wa kə 'dɛ̃:ʒəʁ dĩ də 'glɛwəd nɛ:]
je ne risquais pas de les entendre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi