Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

commencer

krog (bezañ –)

Gwelet an temoù Bezañ krog ha Kregiñ

  • 👂 🔗 Pa oan me chomet er gêr, a-benn neuze e oa krog an évolution. Pa oan chomet me er gêr, a-benn neuze e oa krog an évolution.

    Pé oan mé chome gêr, bènn neuhé oa krog 'n évolusïon. Pé oan chome mé gêr, bènn neuhé oa krog 'n évolusïon.

    Quand je suis restée à la maison [pour travailler], c'est à cette époque qu'a commencé l'évolution.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Krog eo d'añrejistrañ ?

    [kʁog ɛ dɑ̃ˈʒistʁɑ̃]

    Ça a commencé à enregistrer ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 arru eo an hañv, krog eo ar raned da ganañ

    [aj ɛ nã: krog ɛ 'rã:nət tə 'gã:nã]

    voilà l'été, l'été est arrivé, les petites grenouilles chantent

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 krog eo ar wezenn da vreinañ da vat, ar c'halonenn ar wezenn

    [krɔ:g ɛ ’weən də ’vrɛɲɑ̃ də vɑd ə ha’loən ’weən]

    l'arbre a commencé à pourrir complètement, le cœur de l'arbre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'eo ket krog da c'horo ar saout.

    [ˈnɛ kə kʁog də ˈhoːʁo zowt]

    Il n'a pas commencé à traire les vaches.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Krog eo da vreinañ.

    [kʁog e̞ də ˈvʁɛɲɑ̃]

    Il commence à pourrir.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se zo krog da gontañ.

    Sé zo krog de gontan.

    [se zo kʁog də 'gõtã]

    ça commence à compter.

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ur wezh krog eu... daou vloaz e oa bet hep ober mann ebet kwa peogwir ac'hann e vijent loened en oad kwa, ne vije ket loen ebet daou vloaz a-raok tapet gwerzhañ anezhañ pe un tamm bennak kwa, neuze e vije d'ober ur rummad kwa, ha ne oa ket nemet ar bloaz kentañ, goude bep bloaz e veze degaset ur rummad all kwa, neuze e vijent xxx ( ?) d'ar reoù all, soit e vijent inseminet peotramant e vijent gwerzhet 'ba ar c'hig

    [ə weʃ krɔ:g ə do̞wla wɑ bed heb o̞:ɹ mɑ̃n bet kwa py’gy:ɹ hɑ̃n viʒɛɲ ’lwẽ̞:nəd nwɑ:t kwa viʒe kə lwẽ̞n bet do̞wla ɹok ’tɑpə ’gwɛɹzɑ̃ neɑ̃ pe dɑ̃m mnɑ:k kwa ’nœ:he viʒe do̞:ɹ ə ’ɹymət kwa a wa kə mɛ bla ’kentɑ̃ ’gu:de bo plɑ: viʒe ’dɛsə ’rymad ɑl kwa ’nœ:he viʒɛɲ ? də ɾew al swa viʒɛɲ ɛ̃se’mi:nət pe’tɑ̃mɑ̃n viʒɛɲ ’gwɛɹzəd ban kic]

    une fois commencé euh... on avait été deux ans sans rien faire du tout quoi puisque d'ici que les bêtes aient l'âge quoi, il n'y avait aucune bête de deux ans avant de pouvoir le vendre ou quelque chose quoi, alors il fallait faire une génération quoi, et il n'y avait que la première année, après tous les ans ont faisait venir une autre génération [de bêtes] quoi, alors ils étaient xxx ( ?) pour les autres, soit qu'ils étaient inséminés ou alors vendus pour la viande

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

komañs

Gwelet an tem Komañs

  • 👂 🔗 Nann, ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen d'ober. Se 'na respontet din. Ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen goude.

    Nann, ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn d'or. Zé na rèspontet tin. Ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn goudé.

    Non, si je commence à le faire, je devrai continuer. C'est ce qu'il m'avait répondu. Si je commence à le faire, je devrai continuer ensuite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kit bepred da gomañs e-barzh heu... e-barzh ar park, me zo arri bremañ-souden ivez.

    Kêt bopet de gomañs bah eu... bah park, mé zo ai bomzom ie.

    Allez-y toujours commencer dans le champ. J'arrive tout à l'heure aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Aze e oa komañset prepariñ an traoù kazi tout diouzhtu, ha feiz e oamp dimezet prim a-walc'h quoi.

    Ahé oa komañset prépariñ 'n trèw kahé tout dustu, a fé oam diméet prim wah quoi.

    On avait commencé à faire les préparatifs immédiatement, et nous nous sommes marié assez rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ha neuze "kwik-kwik", neuze e gomañse da ganañ

    [a ’nœhe kwik kwik ’nœe go’mɑ̃sɛ də ’gɑ̃:nɑ̃]

    et alors cui-cui, alors il commençait à chanter

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Feiz avat da verenn e vije soub. Soub a vije ordin da gomañs, forzh penaos. Tout ar predoù.

    Fé hat, de vèrnn vijé zoup. Zoub vijé ordin de gomañs, fors penos. Tout préjo.

    Il y avait de la soupe pour le repas de midi. Il y avait toujours de la soupe pour commencer de toute façon. À tous les repas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha evel se 'meump renket goude, heu, goude bezañ prenet ur menaj bihan 'meump renket prenañ e-lec'h e oamp c'hoazh, war ar marc'had. Ah beñ ya. Nim 'meump komañset par prenañ traoù hañ. 2. Ya. 'Pa desket prenañ.

    1. A vesé meum rènket goudé, eu… goudé béañ préned e ménach pïen meum rènket prénañ lèh oam hoas, war marhat. A beñ ya, nim meum komañset par prénañ trèw añ. 2. Ya. Pa disket prénañ.

    1. Et ainsi nous avons dû, heu... après avoir acheté une petite ferme, nous avons aussi dû acheter là où nous étions, par-dessus le marché. Oui, nous avons commencé par acheter des choses. 2. Oui. Vous aviez appris à acheter.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 int komañset gante

    [hiɲ ko'mɑ̃sət kɑ̃tɛ]

    ils ont commencé avec [les pigeons, à manger les haricots]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met 'mez ezhomm dioute da... da lakat patatez, d'ober traoù, evel kajoioù, Jañ a vije... a gemere kajoioù hañ ! kar terriñ a raent, ha me, me n'on ket kat da dremballiñ kajoioù, ar reoù 'meus aze tout 'h eo... 'h eo... eu... Herve a oa komañset da gemer evel-se, xxx ( ?) je dis « attention hein ! toi tu as une voiture mais moi je n'ai pas, tu me ramènes les machins », hein ! hag e gemer ar reoù vrav ha c'hoazh ! ah ! il s'est dit, « hoñ a oa reut hein ! »

    [mɛ ˈem me dɔ̃nte̞ də - də ˈlɑkət paˈtɑtəs do̞ːʁ ˈtʁɛw - we̞l kaˈʒojo - ˈʒɑ̃ viʒe go̞ˈme̞ːʁe̞ kaˈʒojo ɑ̃ - kaʁ ˈtɛĩ ʁɛɲ - a me me ˈnɔ̃ kə kad də dʁɛ̃ˈbɑlĩ kaˈʒojo - ʁew møz ˈɑhe̞ tut he̞ he̞ - ə ˈhɛʁve wa ko̞ˈmɑ̃səd də ˈgo̞mɛʁ viˈse̞ - ? ... - ɛ̃ a ˈgo̞mɛʁ ʁew ˈvʁɑw a hwɑs - ... hɔ̃ wa ʁœt ɛ̃]

    mais j'en ai besoin pour... pour mettre les patates, pour faire les choses, comme des cageots, Jean était... prenait des cageots hein ! car ils cassaient, et moi, moi je ne peux pas trimballer des cageots, tous ceux que j'ai là c'est... c'est... euh... Hervé avait commencé à en prendre comme ça, xxx ( ?) je dis « attention hein ! toi tu as une voiture mais moi je n'ai pas, tu me ramènes les machins », hein ! et il prend les beaux et encore ! ah ! il s'est dit « elle est raide hein ! »

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ma c'henderv 'ma komañset mont

    [gɑ̃n mə ’gindɛrw ’ɑhɛ ma ko’mɑ̃sə mɔ̃n]

    j'avais commencé à aller avec mon cousin

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'ma komañset da vont d'ober...

    [me ma kõ'mãsəd də võn 'do:bər]

    j'avais commencé par aller faire...

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag o vont da adkomañs labourat emañ ?

    [a vɔ̃n tə hat'komɑ̃z la'bu:rəd mɑ̃]

    elle est sur le point de reprendre le travail ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa vezont komañset

    [pe vɛɲ ko'mɑ̃sət]

    quand ils commencent

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'ma komañset abred labourat gant kezeg, da drizek vloaz

    [me ma ko’mɑ̃:səd a’bre:d la’bu:rət gɑ̃n ’ke:zɛk də ’drizɛg lɑ:]

    j'avais commencé précocement à travailler avec les chevaux à treize ans

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket komañset abred a-walc'h

    [nɛ kə ko'mɑ̃:səd a'bre:d wah]

    il n'a pas commencé assez tôt

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 komañs kaozeal

    ['komɑ̃s ko'zeəl]

    commencer à parler

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 komañsomp !

    [ko'mɑ̃:sɔ̃m]

    commençons !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 he merc'h a gomañs labourat dilun

    [i mɛrh 'gomãz la'bu:rət de'ly:n]

    sa fille commence à travailler, reprend le travail lundi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag eñ a gomañs e devezh abred

    [a hẽ̞: 'gomɑ̃z gɑ̃n i 'dewəz a'bre:t]

    et il commence tôt sa journée

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 (T : C'hwec'h ha pevar ugent.) Ah ya komañs kontañ c'hoazh hañ. (T : Ya.)

    [a jaː ˈkomɑ̃s ˈkɔ̃tɑ̃ wɑːs]

    T : 86 ans.) Ah oui ça commence à compter aussi hein. (T : Oui.)

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 A-wechoù 'nije boutet an nen anezhañ diwar ampich un tamm bihan neuze, ha feiz e gomañse da grial, ha neuze feiz... e vije goulennet gantañ : Petra 'peus graet dezhañ aze ? Mann ebet avat. Met peogwir e oa oc'h esa ampich ac'hanon d'ober ar pezh 'ma ezhomm d'ober.

    [’we̞ʒo niʒe ’butə ’nen ’neã diwaʁ ’hãmpiʃ tãm’biən nœhe – a fe go’mãse də ’gʁiəl a nœhe fe – viʒe ’guːlə ’gãntã – ’pʁa pøs ’gwɛt ’teã ahe – mãn’bet hat – mɛ pə’gyːʁ wa ’hesa ’hãmpiʃ ãõ ’dɔʁ ’pes ma ’eːm ’dɔːʁ]

    Parfois on le repoussait un peu parce qu'il gênait, et il commençait à crier. Et alors on nous demandait : Qu'est-ce que vous lui avez fait ? Mais rien du tout. Mais puisqu'il essayait de m'empêcher de faire ce que j'avais à faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 komañset 'meus hadañ

    [ko'mɑ̃:sɛ møs 'hɑ:dɑ̃]

    j'ai commencé à semer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gant Céline, met a-benn neuze 'deuec'h ket c'hwi aze ken hañ ! met evel-se eu... 'da bet komañset dont eu... pa oa 'ba ar foyer, hag evel-se e blije dezhi dont da... e deue da evañ kafe, ha gwech-ha-gwech-all e degase ur bakadenn gafe, peotramant ur bakadenn gachoù ganti, met plijout a rae dezhi dont hañ !

    [gɑ̃n seˈlin - mɛ be̞n ˈnœːhe ˈdɛhkə hwi ˈɑhe̞ ken ɑ̃ - mɛ viˈse̞ ə da be ko̞ˈmɑ̃sə dɔ̃n ə - pa wa bah fwaje a viˈse̞ ˈbiːʒe̞ dɛj dɔ̃n tə - de̞ də ˈeːvə ˈkɑfe - a ˌgweʃəgweˈʒɑl ˈdjɛse̞ baˌkɑˑdən ˈgɑfe - pəˈtɑ̃mɑ̃n ˈdjɛse̞ baˌkɑˑdən ˈgɑʃo ˈgɑ̃nti - a ja - mɛ piːʒ ə ʁe̞ dɛj dɔ̃n ɑ̃]

    avec Céline, pour lors vous ne veniez plus là hein ! mais comme ça euh... elle avait commencé à venir euh... quand elle était au foyer, et comme ça ça lui plaisait de venir... elle venait boire du café, et quelquefois elle apportait un paquet de café, ou autrement un paquet de gâteaux, elle aimait venir hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

stagañ

  • 👂 🔗 ha 'na degaset euh... e oa bet permision, eñ a oa oc'h ober e servij, pa oa staget ar brezel

    [a na ’djɛsəd ə wa be ˌpɛrmi’siɔ̃n hẽ̞: wa ho:r i ’ʒɛrviʃ pe wa ’stɑ:gə ’bre:zəl]

    et il avait apporté euh... il avait été en permission, il faisait son service, quand la guerre avait commencé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

kregiñ

  • 👂 🔗 fasil eo e oa bet startoc'h kregiñ, met ur wech kroget eu...

    ['vɑsil e̞ wa be 'stɑɹtɔh 'kɾi:gĩ mɛd ə weʃ 'kɾɔ:gəd ə]

    forcément ça avait été plus difficile de démarrer, mais une fois démarré euh... [exploitation agricole]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi