Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

etc.

traoù (ha –)

  • 👂 🔗 Plato, heu ya, plato, gouzout a oarez, ar machin ha e vije laket ed warnañ, ed, gwinizh paket, ha neuze plouz ha traoù, bet 'teus bet gwelet ar seurt-se o tremen gant boutelloù plouz, evel boutelloù carré ha traoù evel se ya.

    Plato, eu ya, plato, goûd e oarès, machin a vijé laked ét warnañ, ét, gwinis paket, a neuhé plous a trèw, bét teus bé gwêlet sort-sé trémen gan boutêllo plous, vèl boutêllo carré a trèw vesé ya.

    Le plateau, oui, tu sais, le machin sur lequel on mettant le blé... Le blé, le froment ramassé et la paille et tout, tu as déjà vu ce genre de chose passer avec des bottes de paille, comme des bottes carrées et tout comme ça, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Sell aze moc'h ha saout ha traoù avat.

    Sèll ahé moh a zowt a trèw hat.

    En voilà des porcs et des vaches et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

sort (a bep –)

  • 👂 🔗 E raemp bepred d'ar Sul, heu, ur Sul a rae eñ, ha ar Sul all, ar Sul war-lerc'h 'h eo me, hag a bep sort quoi.

    Rèm bopet de Zul, eu, Zul rè eñ, a Zul all, Zul war-lèrh ’h è mé, a bop sort quoi.

    On s'en occupait le dimanche. Heu, un dimanche c'était lui, et le dimanche suivant c'était moi, et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Teus ket 'met lakat ar seurt a kari enne, emezañ, lakat da saout enne ha traoù, emezañ, pa 'to ezhomm d'ober, ha traoù a bep sort emezañ.

    Teus ke mé laket sort kari nènnè, méañ, laket de zowt nènnè a trèw, méañ, pé to émm d’or, a trèw bop-sort méañ.

    Tu n'as qu'à y mettre ce que tu voudras [dans les terres], dit-il, y mettre tes vaches et tout, quand tu auras besoin de le faire, et tout ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.

    [ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]

    Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

kement (ha – zo)

  • 👂 🔗 demarret mat an traoù apeupre, graet kamaradoù ha 'ba ar familh ha kement zo evel-just euh...

    [di’mɑʁə mɑ: ntʁɛw apœpʁɛ gwɛt ˌkɑ̃mə’ʁɑ:do a bah ’fɑ̃miʎ a kemə so wɛl’ʒyst ə]

    les choses avaient bien démarré à peu près, fait des copains et dans la famille et tout le reste bien sûr euh...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 foarioù kwa hein gant moc'h bihan ha saout ha kement zo kwa hein

    [’vwɑ:ʁjo kwa ɛ̃ gɑ̃n mox ’piən a zo̞wt a kemə’so kwa ɛ̃]

    des foires quoi hein avec des porcelets et des vaches et caetera quoi hein

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 marc'hadourien trakteurien ha kement zo

    [ˌmaʁha'du:ʁjən tʁak'tœ:ʁjən a kemɛn so]

    des marchands de tracteurs et caetera

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-wechoù e veze paotred yaouank, merc'hed yaouank ha kement zo hag e vezemp evel 'ba ar gêr a-benn an eil devezh

    ['we:ʒo viʒe 'po̞tə 'jo̞wɑ̃ŋg 'mɛʁhɛd 'jo̞wɑ̃ŋg a kemə'so a viʒɛm wɛl bɑh ge̞:r bɛn nɛʎ 'dewəs]

    parfois il y avait des jeunes gens, des jeunes femmes et caetera, et nous étions comme à la maison au bout de la deuxième journée

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'ba ar gêr a c'horoe gant an dorn ivez, hag ec'h ouvezen petra a oa ur vuoc'h, penaos e veze ezhomm da dostaat dezhi ha kement zo

    [me bɑh ge̞:r ho'roe gɑ̃n dɔrn 'ije hu'veɛn prɑ wa vyh pə'no:z viʒe e:m də dɔs'tɑt tɛj a kemən'so]

    moi à la maison je trayais à la main aussi, je savais ce qu'étais une vache, comment il fallait s'en approcher et caetera

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-benn oa fin ar c'hoñjeoù bras e vezen o sikour war an eost, o tornañ ha kement zo

    [bɛn wɑ fin hɔ̃’ʒe:o brɑ:s viʒɛn ’ʃikur war nɛst ɑ ’tɔrnɑ̃ ɑ ˌkemən’so]

    pour la fin des grandes vacances j'étais à aider pour la moisson, le battage, et caetera

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 1. bremañ int krog da... da... da c'hoari war ar reoù gozh aze adarre gant eu... 2. ar CSG... 1. ar CSG ha kement mallozh doue zo tout aze

    1. [’bʁemɑ̃ iɲ kʁɔ:g də də də hwɑj waʁ ʁew go:z ’ɑ:he (dɑe gɑ̃n ə] 2. [se ɛz ʒe] 1. [se ɛz ʒe a ’kemən maləs’tu:e zo tud ’ɑ:he]

    1. maintenant ils commencent à... à... à s'en prendre aux anciens là de nouveau avec euh... 2. la CSG... 1. la CSG et tout le bordel là

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi