Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

pauvre

paour-kaezh

  • 👂 🔗 X zo bet alies o c'horo ganimp, e-barzh e bark bihan, sell, pa vijemp hom-div o c'horo gant an dorn, sell paour-kaezh bihan, e-pad div eur e vije... Petra 'mijemp graet diontañ, ne oamp ket kat d'ober a-hend-all hañ.

    X zo béd alies horo ganim, bah i bark pïen, sèll, pé vijèm om-diw horo gan dorn, sèll, pokes bïen, pad diw eur vijé… Pra mijèm gwèt diontañ, oam ke kat t’or hèndall añ.

    X a souvent été avec nous à traire, dans son petit parc. Quand nous étions toutes les deux à traire à la main, regarde le pauvre petit, il restait pendant deux heures... Qu'aurions-nous pu faire de lui ? Nous ne pouvions pas faire autrement.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar paour-kaezh plac'h

    [ˌpokɛs'plɑh]

    la pauvre femme

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Kontant labourat e oa, paour-kaezh loen, met arru e oa re gozh quoi da lavaret miret anezhi, lazhet 'nije anezhi en ur momed, lakat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d'ober quoi.

    [’kõntãn la’buːʁə wa pɔkəs’lwe̞ːn – mɛ ’aj wa ’ʁegos kwa də ’laːt ’miːʁə ’nɛj – ’lahə niʒe ’nɛj nə ’mɔmət – ’lakə ’nɛj dla’buːʁət ’pes wa ’eːm ’dɔːʁ kwa]

    Elle voulait bien travailler, la pauvre bête [jument], mais elle était arrivée trop vieille pour qu'on puisse la garder. Il l'aurait tuée en un instant en la mettant à faire ce qu'il fallait faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 paour-kaezh den

    pokès dén

    [pokɛs den]

    un pauvre type

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 paour-kaezh bihan

    pokeus bieun

    [pokəs biən]

    pauvre petit

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

paour

Gwelet an tem An arc'hant o vankout

  • 🔗 1. ya 2. kamaradoù ya 2. dre amañ 'deus ket... kamaradoù c'hoazh 2. tad eu... tad ar batronez, a gav din, zo d'arriet, gant ar vuga... 1. gant ur garavanenn e-unan, a gav dit ? 2. hein ? 1. 'vije ket (deuet ?) gant ur garavanenn xxx ( ?) 2. dam, me 'oaran ket ! 1. hañ ! aze n'onn ket paour pe pinvidik pe... 'oaran ket, 'welomp ket anezhe gwech ebet

    [...]

    1. oui 2. des amis oui 2. par ici ils n'ont pas... encore d'amis 2. le père euh... le père de la patronne, il me semble, doit arriver, avec les enfa... 1. tout seul avec une caravane, tu crois ? 2. hein ? 1. il ne serait pas (venu ?) avec une caravane xxx ( ?) 2. dame, moi je ne sais pas ! 1. hein ! là je ne sais [s'ils sont] pauvres ou riches ou... je ne sais pas, nous ne les voyons jamais

    Gant :
    Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
    Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

kaezh

  • 👂 🔗 krampouezh tev paotr kaezh

    ['krɑ̃mpuz tew pot'kɛ:z]

    des crêpes épaisses mon pauvre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 daon ! arri itron gaezh...

    [dɑ̃w - ɑj ˌitʁɔ̃n’gɛ:s]

    dame ! voilà la chère dame...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bihan kaezh

    bieun kèz

    [biən kɛz]

    pauvre petit

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Viviane gaezh

    Vivia-n gèz.

    [vivjan gɛz]

    pauvre Viviane [en coupant lors d'une partie de carte]

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien