Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
sorte (faire en – de)
moaien (ober – da)
-
👂 🔗 warlene 'na graet moaien da dont
[ar'lœ:ne na gwɛd 'mojən də dɔ̃n]
l'an dernier, il avait fait en sorte de venir
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 graet e vije moaien d'ober
[grɛd viʒe 'mojən do:r]
on trouvait moyen de faire [s'apprivisionner]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tammoù bleud a vije graet moaien da gaout dre amañ ivez
['tɑ̃mo blœd viʒe gɛd 'mojən də 'gɑ:d dɛr 'ɑ̃mɑ̃ 'ie]
on trouvait le moyen de se procurer de petites quantités de farine par ici aussi
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba 'r menaj e vije graet moaien da trafikañ
[bar 'menaʃ 'viʒe gɛd 'mojən də tra'fikã]
à la ferme on trouvait le moyen de trafiquer
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bleud gwenn e vije graet moaien da gaout ivez
[blœd gwɛn viʒe gɛd 'mojən də gɑ:d 'ie]
on trouvait le moyen de se procurer de la farine blanche
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e ran moaien da derc'hen dezhe bev ac'hann arc'hoazh, arc'hoazh ec'h arru
[rɑ̃ 'mojən 'dɛrhɛn dɛ: bew hɑ̃n ar'hwɑs ar'hwɑs hɑj]
je fais en sorte de les maintenir vivante [fleurs] d'ici demain, elle arrive demain
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. [daouzek vloaz] eo bet aze, ya 'vat ! ya... hag e oa brav dezhi aze ! 2. ya, ha ni a oa brav ganti 1. ya ! 2. joaus e oa, ha jentil 1. hoñ a oa evurus aze, 'da... hec'h oto 'da, e rae moaien da… da vont... 2. da vale 1. d'ober he gomisionoù ha tout, e-lec'h a gare 'h ae, he bugale a oa... e-kichen a-hend-all, da vont da welet anezhe
[...]
1. [douze ans] qu'elle a été là, mais oui ! oui... et elle était bien là ! 2. oui, et nous nous étions biens avec elle 1. oui ! 2. elle était joyeuse, et gentille 1. elle était heureuse là, elle avait... elle avait sa voiture, et elle pouvait… aller... 2. se promener 1. faire ses courses et tout, elle allait là où elle voulait, ses enfants étaient... à côté autrement, pour aller les voir
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ma vije bet bev ma genderv, 'oa ket bet ar re-seoù aze c'hoazh 2. nann, met xxx ( ?) 1. ma genderv oa ganet aze, eñ... eñ 'vije ket bet aet alese... ivez ! 2. met e oa marvet... ar paourkaezh den 1. met goude eo... e verc'h-kaer 'neus graet voaien... da gas Yvonne kuit, daon, ya moarvat 'vat !
[...]
1. si mon cousin avait été vivant, ça n'aurait pas été ceux-là qui auraient été encore là 2. non, mais xxx ( ?) 1. mon cousin était né là, il... lui ne serait pas parti de là... non plus ! 2. mais il était décédé... le pauvre homme 1. mais après c'est... sa belle-fille qui a fait en sorte de... faire partir Yvonne, dame, mais bien sûr que si !
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha hemañ 'na graet moaien da diblasañ...
[a 'hemɑ̃ na gwɛ 'mojən də di'blɑsɑ̃]
et celui-ci avait trouvé le moyen de déplacer...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
ober deus
Gwelet an tem Lâret deus an traoù
-
👂 🔗 Ha gouzout deus ar baotred feiz, ma vijent pemp pe c'hwec'h, ma vijent graet pep hini e dro da baeañ e dro, feiz hi a rae he zro goude ha... Ober a rae deus bezañ arri-mat quoi.
[a ’guːd døz ’bɔtət fe – ma viʒɛŋ ’pɛm pe ’hwɛχ – ma viʒɛŋ ’gwɛt pop’iːni i ’dʁoː də ’be̞ːã i ’dʁoː – fe hi ʁe i ’zʁoː gude a – ’obəʁ ʁe døz ’beã aj ’mat kwa]
Et savoir s'y prendre avec les hommes. S'ils étaient cinq ou six et qu'ils payaient chacun leur tournée, elle payait aussi sa tournée ensuite et... Elle faisait en sorte d'être bien vue.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal