Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
circonstances
kont
-
🔗 ar memes tra oa kont gante
[mo’strɑ wa kɔ̃n gɑ̃ntɛ]
c'était la même chose pour elles
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar skolaerien zo kont memes tra gante
[sko'lɛrjən zo kɔ̃n mos'trɑ: gɑ̃ntɛ]
c'est la même chose qui se passe avec les enseignants
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evit Noel e oa kont memes tra, ha Jañ, evel ur paour-kaezh den amañ, ha me a oa ma-unan du-hont, ha monsieur a oa partiet, a oa partiet en vadrouille da... me a oar gant piv !
[a wid noˈɛl wa kɔ̃n mo̞sˈtʁɑ - a ʒɑ̃ we̞l ə ˌpo̞kəzˈdeːn ˌɑ̃mɑ̃ a me wa məˌhyˑn ˈdyːɔ̃n - a ... wa paʁˈtiːət - wa paʁˈtiːəd ... də - me wɑːʁ gɑ̃n piw]
et pour Noël c'était pareil, et Jean, comme un pauvre type ici, et moi j'étais toute seule là-bas, et monsieur était parti, il était parti en vadrouille à... je ne sais avec qui !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude se, penaos e oa bet kont ? a ya ! fidedouen pa oa... ni a oa bet lakeet en position
[a 'gu:de ze - pə'nɔ̃ wa be kɔ̃n - a ja - fidə'du:ən pe wa - nim wa be la'ke:əd ɑ̃ pozisjɔ̃]
et après ça, comment ça c'était passé ? ah oui ! nom de dieu quand c'était... nous avions été mis en position
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi