Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kont

Stummioù :

compte

  • 👂 🔗 Hennezh a oa ur pennad war ma lerc'h, met bepred e debre e gont ivez

    Heñ oa pènnet war me lèrh, mè bopet dèbé i gont ie.

    Il était largement derrière moi [largement plus jeune], mais en tout cas il mangeait son compte aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 C'hwec'h eur pemp. Ya. N'emañ ket kont ac'hann seizh eur. Pa gari 'h i hañ. Ma 'teus fin bremañ.

    Hwèh eur pèm. Ya. Mañ ke kon hann sèiz eur. Pé gari ’h i añ. Ma teus fin brœmañ.

    Six heures cinq. Oui. Il n'est pas encore sept heures. Tu partiras quand tu voudras. Si tu as fini maintenant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 amañ e vije mailh-tout a-raok ivez, n'onn ket penaos e rae e gont Jañ

    [’ɑ̃mɑ̃ viʃe ’mɑj tud ro:g ije nɔ̃ kə pə’no rɛ i gɔ̃n ʒɑ̃]

    ici c'était tout boueux aussi, je ne sais pas comment il faisait son compte Jean

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'on ket penaos 'da graet he gont

    [nõ kə pə’nõ da gɛd i gõn]

    je ne sais pas comment elle avait fait son compte

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gavent ket o gont

    [ga'vɛɲcəd o gɔ̃n]

    ils ne trouvaient pas leur compte

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 just ar gont e boazhan

    [ʒyst gɔ̃n ’bwɑhɑ̃]

    je cuis juste la durée qu'il faut

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus ar gont a douar

    [me møz gɔ̃n ’du:əɾ]

    moi j'ai une quantité suffisante de terres

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oc'h esa dont emañ pell zo gouez dezhañ met ret eo gortoz bezañ graet ar gont

    [’hɛsɑ dɔ̃n mɑ̃ pɛl zo gwes ’teɑ̃ mɛ rɛd ɛ ’gɔrtoz ’beɑ̃ gwɛd ə gɔ̃n]

    il essaye de revenir depuis longtemps comme il le dit mais il faut attendre d'avoir fait le nombre [d'années]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met e oa ret bezañ nemet ar gont kwa

    [mɛ wɑ rɛd ’beɑ̃ mɛd gɔ̃n kwɑ]

    mais il fallait seulement le bon nombre quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'neus ur gont a dud da... da gemer

    [nœz ə gɔ̃n dyt tə də 'gemɛʁ]

    il a un nombre de gens à... à prendre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar gont mekanikoù 'ta

    [ə gɔ̃n ˌmikə’niko tɑ]

    le nombre de machines que tu avais

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ba 'r gont-se 'teus hini mat ebet

    [bar gɔ̃n se tøs ’hi:ni mɑ:d bet]

    de ce point de vue tu n'en as aucune de bonne

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar memes kont 'nevez bemdez... da debriñ

    [’moməs kɔ̃n neve ’bɑ̃wde də ’di:bĩ]

    il a tous les jours la même quantité... à manger [la même chose au quatre-heures]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pep hini 'neus e gont

    [po’pini nøz i gɔ̃n]

    chacun a son compte [de choses expérimentées durant sa jeunesse]

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ma 'dijent ket c'hoant da baeañ pe un dra bennak evel-se. Me a oa petra marteze d'ar c'houlz-se ? Dix-sept, dix-huit ans ? Pe seize ans marteze pa 'ma komañset. Moarvat e soñjent : Ma 'mijemp gallet lipat ur gwenneg bennak gant homañ, trompañ anezhi un tamm. Met me ne 'ma ket c'hoant da... d'ober faos kontoù da Marraine ivez, kar...

    [ma diʒɛŋ kə ’hwãn tə ’beã pe ndʁa be’naːk və’se – me wa pʁa ma’tee də ’hulse – disɛt dizɥit ã – pe sɛzã ma’tee pe ma ko’mãsət – ma’had ʒõʒɛŋ – ma miʒɛm ’galə ’lipət ə ’gwɛnək pe’naːk gãn ’hõmã – ’tʁõmpã nɛj ’tãm – mɛ me ma kə ’hwãn tə – ’dɔʁ fos’kõʃo də ma’ʁɛn iə ka]

    S'ils ne voulaient pas payer ou quelque chose comme ça. J'avais quel âge à cette époque ? Dix-sept, dix-huit ans ? Ou seize ans peut-être, quand j'avais commencé [à travailler dans un café]. Ils pensaient sûrement : Si nous avions pu arnaquer celle-ci de quelques sous, la tromper un peu. Mais moi je ne voulais pas faire de faux comptes à Marraine, car...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Just ar gont !

    Justeu gon-n !

    [ʒyst ə gõn]

    Juste le compte !

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 'neus bet e gont

    [nøz bed i gɔ̃n]

    il a eu son compte

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hennezh eo ar gont

    [hẽ:z ɛ gɔ̃n]

    c'est ça la durée [de nos vacances]

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bep gont amzer 'ta droed da divarrañ da goad kwa, da divouchañ an douar ha traoù kwa

    [bɔb gɔ̃n ’ɑ̃mzəʁ ta dʁœd də di’vɑʁɑ̃ də gwɑt kwa də di’vuʃɑ̃ ’ndu:aʁ a tɾɛw kwa]

    à chaque intervalle de temps tu avais le droit d'émonder ton bois quoi, d'éclaircir tes terres et tout quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze zo ur gont da lazhañ

    ['ɑ:he zo gɔ̃n də 'lɑ:hɑ̃]

    là il y a un nombre [de chevreuils] à tuer

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'tije ket nemet ur gont amzer d'ober pep... pep tra ivez kwa

    [tiʒe kə mɛ gɔ̃n 'ɑ̃mzəɹ do̞:ɹ pop pop tɾɑ: ie kwa]

    tu n'avais qu'un laps de temps pour faire chaque... chaque chose aussi quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 al loened zo kont memes tra ivez

    ['lwẽ̞:nɛt so kɔ̃n mos'tɾɑ ie]

    c'est pareil pour les animaux aussi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

quantité

  • 👂 🔗 'neuint ket droed d'ober nemet eu... ar gont gwin-ardant

    [nœɲ kə dwɛd do̞:ʁ mɛt ə gɔ̃n gwin 'ɑʁdən]

    ils n'avaient le droit de fait que euh... leur quantité d'eau-de-vie

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ur gont 'nevez, bemdez memes tra

    [ə gɔ̃n neve ’bɑ̃wde moməs’tɾɑ]

    il a une quantité, tous les jours la même chose [il a tous les jours la même chose au goûter]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya ya, admalet e vije ya, e vezont adfriket, evel-se e vezont tout... hag e vije darc'het... 'vije ket darc'het nemet ar gont a dour hein ! deus pep kant avaloù e vije laket eu... un hanter kelorniad... me n'onn ket pegement

    [ja ja - hadˈmɑːləd viʒe ja - vɛɲ hatˈfɹicəd vəˈse vɛɲ tut - a viʒe ˈdɑhət - viˌʒe kə ˈdɑhəd mɛ ˌgɔ̃n ˈduːɹ ɛ̃ - dœs pop ˌkɑ̃n aˈvɑːlo ˌviʒe ˈlɑkəd ə - n ˌnɑ̃təɹ keˈlɔɹɲət - me ˌnɔ̃ kə peˈgemən]

    oui oui, on broyait de nouveau oui, elles sont écrasées de nouveau, comme ça elles sont toutes... et on balançait... on ne balançait que la quantité exacte d'eau hein ! pour cinquante kilos [de pommes] on mettait euh... un demi-seau... moi je ne sais combien

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e vije reiñet ar gont kartoù dit ha 'tije d'ober de... di... eu... penaos e vije ? difaosiñ anezhe, miret nemet ar gont hag a-wechoù, darn a oa... a vane unan re gante, neuze e kollent

    [viʒe ’ʁɛ̃jət ə gɔ̃n ’kɑʁto dit a tiʒe do̞:ʁ de di ə pə’nɔ̃:z viʒe de’fosĩ nɛ: ’mi:ʁə mɛ gɔ̃n a ’we:ʒo dɑʁn wa ’vɑ̃:ne yn ʁe gɑ̃tɛ ’nœ:e ’gɔlɛɲ]

    on te donnait le nombre de cartes et tu devais dé... dé... euh... comment c'était ? les défausser, ne garder que le nombre, et parfois certains étaient... il leur en restait une en trop, alors ils perdaient

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

circonstances

  • 🔗 ar memes tra oa kont gante

    [mo’strɑ wa kɔ̃n gɑ̃ntɛ]

    c'était la même chose pour elles

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar skolaerien zo kont memes tra gante

    [sko'lɛrjən zo kɔ̃n mos'trɑ: gɑ̃ntɛ]

    c'est la même chose qui se passe avec les enseignants

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag evit Noel e oa kont memes tra, ha Jañ, evel ur paour-kaezh den amañ, ha me a oa ma-unan du-hont, ha monsieur a oa partiet, a oa partiet en vadrouille da... me a oar gant piv !

    [a wid noˈɛl wa kɔ̃n mo̞sˈtʁɑ - a ʒɑ̃ we̞l ə ˌpo̞kəzˈdeːn ˌɑ̃mɑ̃ a me wa məˌhyˑn ˈdyːɔ̃n - a ... wa paʁˈtiːət - wa paʁˈtiːəd ... də - me wɑːʁ gɑ̃n piw]

    et pour Noël c'était pareil, et Jean, comme un pauvre type ici, et moi j'étais toute seule là-bas, et monsieur était parti, il était parti en vadrouille à... je ne sais avec qui !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude se, penaos e oa bet kont ? a ya ! fidedouen pa oa... ni a oa bet lakeet en position

    [a 'gu:de ze - pə'nɔ̃ wa be kɔ̃n - a ja - fidə'du:ən pe wa - nim wa be la'ke:əd ɑ̃ pozisjɔ̃]

    et après ça, comment ça c'était passé ? ah oui ! nom de dieu quand c'était... nous avions été mis en position

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi