Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

voir

gwelet

Gwelet an tem Gwelet fall

  • 🔗 Ha evel se, ma arri X ha Y da welet ac'hanon e vin kat da reiñ bep a damm dezhe.

    [a vəse ma ’haj X a Y də ’we̞ld ’ãw vĩ ’kat tə ’ʁœɲ bɔb ’dãm de̞]

    Et comme ça, si X et Y arrive me voir, je pourrais leur donner un morceau à chacun.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Na ket tamm c'hoant ebet da c'horo, nann. Gwel a-walc'h a raen warnañ 'na ket.

    Na ke tamm hoan bét te horo, nann. Gwèl wah rèn warnañ na ket.

    Il n'avait aucune envie de traire, non. Je voyait bien à sa mine qu'il n'avait pas envie.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Gwel a rin penaos e vo graet quoi heñ.

    Gwèl rin penoz vo gwèt quoi eñ.

    Je verrais comment ça se passera quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ret e vo din esa ober unan da welet ivez.

    Réd vo din êsa or un de wèlet ie.

    Il faudra que j'essaie d'en faire un aussi pour voir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo, ma arri unan bennak da welet ac'hanon e vin kat da lavaret dezhañ.

    Gè, ma haï un bênnak te wèlet añoñ vin kat te lât téañ.

    Si, si quelqu'un arrive me voir, je pourrais le lui dire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Se ne 'meus ket bet gwelet hañ ober.

    Zé meus ke bé gwéled añ or.

    Ça je n'ai pas vu faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Petra a vez graet deus ar re-se ? Ar re-mañ. Ar re-se zo gachenn... Ur c'hachenn zo pep hini aze. Ya, aze zo peder, ya neuze, neuze e welan petra int, int ar re-se.

    Pra vé gwèt deuz ré-zé ? Ré-mañ. Ré-zé zo gachenn... (Eu) c'hachenn zo pop ini ahé. Ya, ahé zo péder, ya neuhé, neuhé welan pra int, int ré-zé.

    Comment on appelle ceux-là ? Ceux-ci. Ceux-là sont des gâteaux... Chacun d'entre eux est un gâteau là. Oui, là il y en a quatre, oui, alors je vois ce qu'il sont, ceux-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne welen ket anezhañ goude 'met da verenn, 'met d'ar bredoù e oa.

    Wélèn ke néañ goudé mè de vèrn, mè de préjo oa.

    Je ne le voyais qu'au repas de midi, qu'aux repas.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.

    Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.

    Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Heu, ma goan emezañ n'eo ket strikt, ma goan emezañ e debrin un tamm bara er gêr, peotramant 'h in da welet X.

    Eu, me goan, méañ, n’è ke strik, me goan, méañ, debin tamm bara gèr, pétaman ’h in de wélet X.

    Pour le repas du soir, dit-il, peu importe, je mangerai un morceau de pain à la maison, ou bien j'irai voir X.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Kazi ne vez ket gwelet.

    [ˈkɑhe ˈve kə ˈgwɛlət]

    On ne la voit presque pas.

    [au sujet d'un objet peu visible dans son emplacement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gwelet e rez ?

    [gwɛl ʁɛs]

    Tu vois ? Tu comprends ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gant n'houla ket gwelet e rez.

    [gɑ̃ ˈnuːl kə gwɛs]

    Puisqu'elle ne veut pas, tu vois bien.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !

    [se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]

    Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 dre amañ 'meus ket soñj da welet moustiked gwezh ebet

    [dre 'ɑ̃mɑ̃ møs kə ʒɔ̃:ʒ də 'wɛ:lə mus'ti:kəd gwe:ʒe'bet]

    par ici je ne me souviens pas d'avoir jamais vu des moustiques

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket gwelet ar sort-se pell 'zo

    [møs kə 'gwɛ:lət 'sɔrse pɛl zo]

    je n'ai pas vu cette espèce-là ça depuis longtemps [oiseaux]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne welan ket 'deus grosaat kalz

    ['wɛ:lɑ̃ kə døz gro'sɑ:t kɑls]

    je ne vois pas qu'il est beaucoup grossi [arbre]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Me ma c'hwec'h vloaz pa oan aet d'ar skol ha lâret a vez din gwelet a-walc'h eo warnon emezi ! se a lâr din !

    [me ma wɛχ la pe wɑ̃n ɛ də skoːl a lɑːʁ ve dĩː ˈgwɛlə wɑχ ve ˈwaʁnɔ̃ mɛj ze lɑːʁ dĩ]

    Moi j'avais six ans quand j'ai commençé l'école et elle dit que ça se voit sur moi ! elle me dit ça !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hopala ! arri a zo unan da welet ac'hanomp ! Arri a zo unan ! Arri eo l'inspectrice ! Arri eo le chef de chantier ! Arri eo la directrice !

    [opəˈla ˈaj zo yn də wɛl ɑ̃m ˈaj zo yn ˈaj ɛ lɛ̃spɛktʁis ˈaj ɛ chɛʃ də ʃɑ̃tje ˈaj ɛ la diʁɛktʁis]

    Tiens donc on a de la visite ! Voilà que quelqu'un arrive ! L'inspectrice est là ! Voilà le chef de chantier ! Voilà la directrice !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 pa ne welez ket ervat

    [pe wɛ'les kə vɑ:d]

    quand tu ne vois pas bien

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh, ne vez ket gwelet kaer

    [o ve kə 'gwɛ:lə kɛ:r]

    oh, on ne voit pas trop

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hemañ a wel traoù hañ !

    ['hemɑ̃ wɛ:l trɛw ɑ̃]

    celui-ci voit des choses [regardent les filles] hein !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'welan mann ebet da vên ar gouloù zo re sklaer

    [’we̞:lɑ̃ ’mɑ̃nbet da vɛɲ ə ’go:lo zo ’ʁe skle̞ʁ]

    je ne vois rien à cause des lumières qui brillent

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne wela ket e vamm-gozh alies

    ['wɛ:la kəd i vɑ̃m'go:s a'liɛs]

    il ne voit pas souvent sa grand-mère

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 (T : Oh ne ra ket ken.) Nann ne meus...ne welan ket anezhi ken oc'h ober hañ. (T : Nann, nann.)

    [nɑ̃n møs wɛˈlɑ̃ kə nɛj ken oːʁ ɑ̃]

    Non je n'ai...je ne la vois plus faire hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne welan ket anezhi ken.

    [wɛˈlɑ̃ kə nɛj ken]

    Je ne la vois plus.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 (Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.

    [bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]

    (Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne responta ket ken gwelet a rez, kollet neus he deod !

    [ʁɛspɔ̃ˈta kə ken gwɛs ˈkolə nøs i ˈdɛɔt]

    Elle ne répond plus tu vois, elle a perdu sa langue !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne teus mann ebet da welet gant se.

    [tøs mɑ̃n bet də ˈwɛlət gɑ̃n ze]

    Tu n'as rien à voir avec ça, ça ne te regarde pas, tu n'es pas concerné.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ha neuze 'h ae da vale gant... 'h ae... 'h ae da welet e vamm, gant... gant ar re-se, gant ar medesin-se ha neuze... e wreg, e deue da gerc'hat anezhañ da Sant Brieg, ha neuze boñ, 'h ae gante, met pa 'h arrie er gêr, oh ! lam... oh ! kontant e vije o welet ac'hanon ! hag honnezh all a vije droug enni, 'dije bet c'hoant gwelet anezhañ o c'harmat ha...

    [a ˈnœːhe̞ he̞ də ˈvɑːle gɑ̃n - he̞ he̞ də ˈwe̞ːləd i ˈvɑ̃m - gɑ̃n gɑ̃n ə ʁeˈze - gɑ̃n mœˈdœsin ze a ˈnœːhe̞ - i wʁek - de̞ də ˈgɛhəd ˈneɑ̃ də zɑ̃n ˈbʁiːək - a ˈnœhə bɔ̃ - he̞ ˈgɑ̃nte̞ - mɛ pa ˈhɑje̞ ˈge̞ːʁ o - lɑ̃ o ˈkɔ̃ntɑ̃n ˈviʃe we̞ld ɑ̃w - a hɔ̃ˑzˈɑl ˌviʒe dʁug ˈeni - ˈdiʒe be hwɑ̃n gwe̞l ˈneɑ̃ ˈhɑʁməd a]

    et alors il allait se promener avec... il allait... allait voir sa mère, avec... avec ceux-là, avec le médecin-là et alors... sa femme, il venait le chercher pour [aller à] Sant Brieg, et alors bon, il allait avec eux, mais quand il revenait à la maison, oh ! il sau... oh ! il était content de me voir ! et l'autre là était en colère, elle aurait voulu le voir pleurer et...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi