Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

bagarre

bec'h

Gwelet an temoù Ar c'hevezerez, Ar bec'h ha Ar chikan

  • 🔗 hag e oa savet bec'h etre...

    [a wa 'zɑ:və beh tre]

    et il y avait eu une altercation entre...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

jeu

  • 👂 🔗 jeu zo bet, bern trouz

    [ʒœ: zo bet bɛrn tɾu:s]

    il y a eu une altercation, plein de bruit [une scène ménage]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

kann

Gwelet an tem Kann

  • 🔗 kann etreze

    [kɑ̃n 'treɛ:]

    de la bagarre entre eux [poules]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

bazhad

Gwelet an temoù An taol bazh ha Kann

  • 👂 🔗 bazhad a oa bet

    ['bɑhad wa bet]

    il y avait eu une bagarre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi