Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

dispute

bec'h

Gwelet an temoù Ar c'hevezerez, Ar bec'h ha Ar chikan

  • 🔗 aze ivez oa bet bec'h etre Jean Bihan ha Henri Bihan

    ['ɑhe je wa be beh tre ʒɑ̃ 'bijɑ̃ a 'hɑ̃:ri 'bijɑ̃]

    là aussi il y avait eu une dispute, une altercation entre Jean Bihan et Henri Bihan

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met eñ ne blije ket dezhañ koll ivez. Hag a-wechoù e vije bec'h etreze, o-daou. Hola. Ha neuze e vije garmadeg. Neuze ec'h ae da welet e vamm. Neuze e c'harme un tamm bihan pa n'ae ket mat an traoù.

    [mɛ hẽ bliʒe kə deã 'kɔl iə – a 'we̞ːʒo viʒe 'beχ 'tʁee o'dow – ola – a nœhe viʒe gaʁ'maːdək – nœhe he̞ də 'weːləd i 'vãm – nœhe 'haʁme tãm 'biən pa ne̞ kə 'maː n'tʁɛw]

    Mais il n'aimait pas perdre non plus. Et parfois ils se disputait tous les deux. Hola. Et il y avait des pleurs. Alors il allait voir sa mère et il pleurait un peu parce que ça n'allait pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tabut

  • 👂 🔗 diryaou 'da bet tabut kwa

    [di’ɹi:o da be ’tɑ:byt kwa]

    jeudi elle avait eu (une dispute ?) quoi

    ??? Vallée 2014 p.516. « Tabut : dispute » infirmé

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

bekilh

  • 🔗 Un tamm bec'h, un tamm bekilh.

    [ən tɑ̃m ’beχ – ən tɑ̃m ’beki]

    Des disputes, des chicanes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal