Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

froment

gwinizh

Gwelet an tem An ed

  • 👂 🔗 Se a depante deus an amzer. Kar ne oa ket a voaien da bleal deus ar gwinizh 'met pa vijent sec'h.

    Zé dépanté deuz 'n amzer. Ka oa ke vwoien de bléel deuz gwinis mét pa vijènt sêh.

    Ça dépendait du temps. Car on ne pouvait s'occuper du froment [le stocker] que quand il était sec.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Abalamour d'ar gwinizh da vont da... Pas d'ar gwinizh, met d'an ed, quoi, da vont ervat e-barzh, abalamour dezhe da droc'hañ ervat.

    Bañw te gwinis von te… Pas te gwinis, mè de ’n ét, quoi, de von vad bars, bañw tè de drohañ vat.

    Pour que le froment aille... Pas le froment mais le blé, pour qu'il aille bien à l'intérieur, pour qu'il soit bien coupé.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha hennezh a vije evel un nor warnañ, an toull-se, ha hennezh a vije digoret quoi, ha vije ret dezhe tremen hebiou an toull-se, gant o sac'h, sac'h... 2. Sac'h gwinizh. 1. Sac'h gwinizh war o chouk.

    1. A heñ vijé vèl e nor warnañ, 'n toull-zé, a heñ vijé dioret quoi, a vijé rét tè trêmen bu 'n toull-zé, gan o zah, zah… 2. Zah kwinis. 1. Zah kwinis war o chouk.

    1. Et il y avait comme une porte à cette entrée, et on l'ouvrait, et ils devaient passer par cette entrée, avec leur sac... 2. Leur sac de froment. 1. Leur sac de froment sur leur dos.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 gwek a veze laket war... a deue war ar gwinizh

    [gweg viʒe lɑkə war de war ’gwinis]

    on mettait de la vesce sur... elle envahissait le blé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ur c'hant gwinizh

    [hɑ̃n ˈgwinis]

    100 [livres] de blé [50 kilos]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien